Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Frouezh an avalenn eo an aval, dezhañ stumm ur voul an aliesañ, hag a bep seurt liv ha ment. Boued mat eo an avaloù evit mab-den ha kalz loened. Gounezet e vez anezho en holl rannvroioù goudomm. Renket e vez an avaloù hervez an implij a vez graet deuzouto. Avaloù sistr a zo ar re a vez implijet o chug evit ober meur a alkool. Avaloù kontell a zo ar re a vez debret ent-kriz. Avaloù da boazhañ a vez graet deus ar re zo mat evit an implij-se. Blazioù disheñvel a vez ganto sukret, c'hwerv pe trenk zoken. Deus spesad Malus pumila eo an tri seurt a zo muioc'h eget 20 000 gouenn deuzouto er bed a-bezh.

Meur a evaj a vez graet gant avaloù, ma vefe chug avaloù pe sistr ha lambig pa vez goet.

Avaloù ruz
Joseph Kleitsch (1927)

Etimologiezh

kemmañ

Diwar ar ger henvrezhonek abal, aual 1499, da geñveriañ gant ar gerioù afal e kembraeg,abal en hengembraeg, aval e kerneveureg, aball en iwerzhoneg kozh, auallo er galianeg o orin boutin er c'heltieg abalo- . Er yezhoù germanek e kaver anvioù tost : apfel en alemaneg pe appel er saozneg[1].

An anv spesad Malus pumila a zo o tont eus ar ger latin malum a dalv aval evit ar genad ha deus an ar ger latin pumilum a dalv krak.

An anv latin pomum a dalv frouezh a zo bet implijet evit stummañ ar ger pomme e galleg padal eo ar ger malum a zo bet implijet evit stummañ mela en italianeg pe mar er roumaneg, div yezh romanek all.

Ar ger aval a vez implijet ivez e brezhoneg evit kalz traoù pe frouezh all, dezho stumm ur voul damheñvel ouzh an aval.


 
organoù an avalenn (Malus pumila)

Ur frouezhenn faos (dindan ster al louzawouriezh) eo an aval, peogwir e vez debret kement skor ar bleunioù, hag ar vierez a zo stag-ouzh-stag. Renket e vez anezhi e-touez ar frouezh bouedek a vez kavet boued ar frouezh ha chug enno.

Stummoù

kemmañ

Stumm ur voul eo an hini a vez kavet an aliesañ, met gouennoù' zo a c'hell bezañ disheñvelik, evel an hini brudet aval Api er ganaouenn c'hallek Pomme de reinette et pomme d'api en dije un orin e Breizh en Apigne (war dachenn kumun Reuz e bro Roazhon). An aval Api en doa stumm ur steredenn 5 skourr ha plad.

Ur c'houenn aval-sistr a vez kavet e bro-Vigoudenn pe c'hoazh e bro C'hlazig a vez graet "poch binioù" dezhi peogwir e pign ar boued tro-dro d'al lost evel poch ur binioù tro-dro d'ar sutell. Ne vez ket implijet ken gant farderien sistr a-vicher peogwir eo un tamm re vihan. Ar re a fard sistr evit o flijadur a implij anezhi c'hoazh.

 
Aval Pichonig boutin, stumm hir

Gouennoù 'zo o deus ur stumm hir evel an hini anvet galeuse pe pigeonnet d'Armor a zo hec'h orin e Bro Leon.

Implijoù

kemmañ

Skeudennoù

kemmañ

Mojennoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Avaloù all

kemmañ

Da veur a dra e vez graet an anv aval e brezhoneg : Dont a ra deus o stumm rond damheñvel ouzh hini an aval[2].

aval-derv : aval-tann : Boul goadek, dezhi ment ur graoñienn, a gresk war deil ar gwez-derv, en-dro d'ul larvenn amprevan.

aval-douar : patatez

aval-gouzoug: Stumm rond a vez kavet e gouzoug ar baotred

aval-pin : organ gouennañ ar pin ha gwez all kar dezho.

aval-spern : hogan

aval-stoub : Frouezhenn damheñvel ouzh ur berenn, c'hwerv he blaz a vez debret poaz.

aval-sukrin : Frouezhenn ar sukrin

aval-tann : aval-derv

Levrlennadur

kemmañ
  1. Dictionnaire étymologique du breton, Albert Deshayes, Emb. Le Chasse-Marée, 2003, ISBN 2-9142-0825-3
  2. Geriadur brezhoneg an Here, Emb. An Here, 2001, ISBN 2-86843-236-0

Liammoù diavez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1
os 8