Ur valizenn a zo ur merk graet gant an dud evit sikour ar merdeiñ. Diskouez a ra pelec’h ez eus dañjer pe ur ganol. Gallout a ra ar merk-se bezañ ur boue, ur douribell pe ur berchenn. A bep seurt a zo, hervez o stumm, o liv, pe ar sked a daolont da noz.
Darn anezhe o deus ur bouder pa vez mogidell.

Ur merk kardinal kornaoueg

Gallout a reer digemmañ:






Ar merkoù en o-unan

kemmañ

Lec'h un dañjer

kemmañ
 
Tres un dañjer

Diskouez a reont ur garreg vihan, e-kichenik pe dindan ar valizenn. Gallout a ra ar valizenn bezañ lakaet ouzh babourzh pe ouzh stribourzh.

  • stumm : a bep seurt;
  • liv : du, gant ur vandenn ruz pe meur a hini;
  • arouez : div voulenn zu;
  • gouloù : gwenn;
  • dastalm : daou sked lerc'h-ouzh-lerc'h.

Lec'h dizañjer

kemmañ

Kavet e vezont dreist-holl e penn kanol ur porzh.

  • stumm : kranenn;
  • liv : ruz ha gwenn:
  • arouez : ur voulenn ruz;
  • gouloù : gwenn;
  • dastalm : a bep seurt.

Merkoù ispisial

kemmañ

Diskouez a reont a bep seurt : tachenn miret gant an arme pe ar morlu, funioù hag eoulsanioù dindan vor, lec'hioù ma vez moret traoù, tachenn miret evit ar plankennoù-dre-lien…

  • liv : melen;
  • arouez : tric'horn melen;
  • gouloù : melen;
  • dastalm : a bep seurt.

Gwelet ivez

kemmañ
  NODES
Note 1