Bandung zo ur gêr e lodenn gornôg enez Jawa en Indonezia. Kêr-benn proviñs Kornôg Jawa eo.

Sez gouarnamant ar broviñs e Bandung

Lec'hiet eo Bandung e-kreiz an douaroù, 768 metr a-us live ar mor, hag abalamour d'an dra-se ne vez ket ken tomm an amzer eno hag e kêrioù an arvor. War-dro 2,5 milion a dud zo o chom e Bandung. Meur a skol-veur zo enni. Deuet e oa ar gêr da vezañ brudet pa oa bet dalc'het enni Kuzuliadeg Bandung e miz Ebrel 1955, etre renerien nav bro warn-ugent eus Azia hag Afrika ; diwarni e voe diazezet Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù diwezhatoc'h.

  NODES
Done 2