Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar varzhoniezh zo un dachenn lennegel kozh-kenañ, dezhi meur a stumm, hag a c'heller kavout savet gant tammoù skridoù berr anvet gwerzennoù pe savet e komz-plaen. Pouezañ a ra d'an dud a sav barzhonegoù, anvet barzhed ha barzhezed, ober war-dro ar stumm da gentañ ha degas un endalc'h just goude.

En Henamzer ar C'hresianed e veze gwelet pep a eztaoladur evel ur rann eus ar varzhoniezh, pa veze pleustret aketus-tre war ar stumm hag al lusk en helavaroniezh koulz hag ar c'han hag ar c'hoariva.
Skiantourien ar mare, ar Brederourien a ree anezho, o deus klasket termeniñ petra oa barzhoniezh ha petra ne oa ket. Aristoteles, en e levr titlet Barzhoniezh a gav ez eus tri seurt barzhoniezhoù : ar varzhoniezh veurganel (pe veurzanevell), ar varzhoniezh farsus (pe farserezh) hag ar varzhoniezh dramael (pe ar c'hoariva dramael).
Pelloc'h e chomo tri rann : ar meurzanevell, ar varzhoniezh lourennek hag ar varzhoniezh c'hoarivael, enni an drajedienn koulz hag ar fentc'hoari). Dont a raio ar gwerzennoù da vezañ merk ar varzhoniezh, pa veze gwelet ar c'homz-plaen evel un eztaoladur boutinoc'h.
Ar relijion hag ar mojennoù liammet dezhi, hag en un doare reksoc'h, ar vitologiezh a zo bet abegoù ar varzhoniezh en amzerioù kozh ha en amzer a-vremañ, koulz e touez sevenadurioù a ra kalz gand ar skridoù, koulz ha re a ra gant ar c'homz.
Evit bezañ desket ha kelennet dre eñvor e oa ret sevel ar meurzanevelloù war ur patrom, hini heglev ar c'han, diazezet war al lusk koulz hag an hesonerezh eilet gant ur beñveg seniñ (al lourenn peurliesañ e mare ar C'hresianed kozh). Nemet en amzerioù modern, ne oa ket anv ober un diforc'h etre ar sevel barzhonegoù hag ar sevel kanaouennoù.
Pa oa kaoz eus an doueoù hag an harozioù en meurzanevelloù e veze roet ur pouez bras d'an doare-ober evit dibunañ an danevell hag evit islinennañ dre ar c'homz brasted an obererezhioù deskrivet. Diwar ar savboentoù-se, ne oa ket kalz a lec'h evit eztaoladur santidigezhioù an hiniennoù a yelo da vezañ muiañ priziet pelloc'h. Gant ar c'hlemmgan hag ar marvnad e teu eztaoladur ar sentidigezhioù ha pa vefe evit marv ur penn hag e rae ar Ch'resianed gant ar meulgan harozioù (humnos heroikos) ha pa veze ur mignon da vezañ meuleudiet e reent gant ar meulgan mignoned (humnos enkomiastikos).

Pennadoù kar

kemmañ
  NODES
Done 1
see 1