Ur bastard (bastarded, besterd el liester), pe ul laeradenn ivez, zo un den ganet e-maez ar briedelezh. En istor ar sevenadur kristen, met a-raok ivez, e veze dismegañset ar vesterd, ha n'o doa ket kement a wirioù hag o breudeur ganet er briedelezh.

Bastarded e-touez ar briñsed

kemmañ

E lezioù zo, er Grennamzer evel en Azginivelezh, e veze savet bugale ar rouaned hag ar briñsed mesk-ha-mesk, daoust d'an Iliz, a gondaone an avoultriezh. Kement-se zo gwir evit lez Frañsez II, dug Breizh, e Naoned, evel hini priñsed Italia, evel Medici Firenze, pe hini ar roue gall Loeiz XIV.

Pibien zo ivez hag o deus besterd.

Bastarded brudet zo bet, evel

Anv-tiegezh

kemmañ

Un anv-tiegezh eo ivez. Anaout a reer:

  • Le Bastard, maer Roazhon
  • Bastard, tad ha mab, kanerien er festoù-noz e kanton Kallag, e dibenn an XXvet kantved

Sterioù all

kemmañ
  • Eus ul loen ha n'eo ket glan a ouenn e lavarer ivez ez eo bastard.
  • Lizher bastard a reer eus ul lizher dizanv.

Lennegezh

kemmañ

Niverus eo ar vesterd el lennegezh.

  • Bilzig zo lakaet da vastard, ha lavaret e vez eo bet beuzet e dad e stank ar vilin-avel.
  • Le Bâtard de Mauléon, romant istorel gant Alexandre Dumas
  • "Bastard", un danevell gant Erskine Caldwell

Gerioù deveret

kemmañ
  • Bastardiñ
  • Bastardiezh: stad ar bastard
  NODES
Note 1