Bernadette Soubirous

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Bernadette Soubirous, pe Marie-Bernarde Soubiroux, hec'h anv ofisiel (Bernadeta Sobirós en okitaneg, he yezh kentañ), Santez Bartrez Soubirous pe Santez Bernadeta Soubirous evit Iliz Breizh, ganet d'ar 7 Genver 1844 e Lourd, marvet d'ar 16 Ebrel 1879 e Nevers, a zo bet ur santez katolik, a zo bet brudet kenañ abalamour da emziskouezioù ar Werc'hez Vari a lavare he doa gwelet en ur c'hev e Lourd. D'an 18 a viz C'hwevrer emañ he gouel.

Bugaleaj

kemmañ

Milinerien e oa he zud, François Soubirous (1807-1871) ha Louise Castérot (1825-1866) e kêriadenn Boly e-lec'h ma voe ganet Bernadette. 9 c'hrouadur a voe ganet en tiegezh, met 5 anezho ne oant ket chomet bev gwall bell. E 1854 ez eas ar vilin da freuz-stal hag an naon a voe lod Bernadette hag he familh. Ne c'helle ket deskiñ lenn ha klañv e chome alies. Ur plac'h koant e oa koulskoude hervez an dud. Ur spered relijiel kreñv a oa ganti, goude ma n'he deus ket desket mat ar c'hatekiz. Setu perak e lavare : "[...] dibabet on bet gant ar Werc'hez pa 'ouien ket tra".
Kaset e oa bet da chom da di he moereb ha maeronez, Bernarde Castérot (1823-1907) da servij evel matez en hec'h ostaliri.
Tiegezh Bernadette a yeas da lojañ en ur toull-bac'h kozh hag ar c'hwec'h anezho a oa rediet da chom en ur gambr bihan (ur c'hellig kozh), 3,77 x 4,40 m a vent. E 1857 e voe tamallet François Soubirous da vezañ laeret daou sac'had bleud, hag eñ digablus, war a greder hiziv, ha kaset d'an toull. Kouezhañ a reas e diegezh en dienez bras.

Emzizkouezioù

kemmañ

Bernadette Soubirous he deus lavaret e wele pa yae da glas keuneud a-hed ar stêr Gâve e-pad darnvuiañ ar bloavezh 1858. Eno e vije bet gwelet ganti un "itron wisket e gwenn" 18 gwech etre an 11 a viz C'hwevrer hag ar 16 a viz Gouere. D'an navet gwech, diwar komzoù ar Werc'hez Mari e tiskoach ar plac'h un eien dour dindan kev Massabielle, e maezioù Lourd.

Da vezañ kendalc'het

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1