Besançon

kumun Bro-C'hall

Besançon ([bəzɑ̃sɔ̃] e galleg, [ˈbzɑ̃ːsɔ̃] gant tud ar vro) zo ur gêr e Reter Bro-C'hall war ribl ar stêr Doubs ha penn-lec'h departamant an Doubs ha kêr-benn ar rannvro Bourgogne-Franche-Comté. Kêr-benn ar rannvro istorel Franche-Comté e oa. Emañ war vord ar menezioù Jura hag en un 60 kilometr bennak eus Bro-Suis.

Besançon
kumun eus Frañs, kêr vras
Anv ofisielBesançon, Besançon Kemmañ
Anv er yezh a orinBesançon Kemmañ
Anv berrBesac Kemmañ
Diellaouet gantArchives municipales de Besançon Kemmañ
Anv annezidibisontini Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadDoubs, arondisamant Besançon, Grand Besançon Métropole Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Located in statistical territorial entityQ108921255, Q3550944 Kemmañ
War riblDoubs (stêr) Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°14′32″N 6°1′17″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmaer Besançon Kemmañ
Penn an aotrouniezhAnne Vignot Kemmañ
Raklec'hiet gantFree City of Besançon Kemmañ
Erlec'hiañ a raVesontio Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Besançon Kemmañ
Kod-post25000 Kemmañ
Niverenn bellgomz+33-3-81-61-50-50 Kemmañ
Fax number+33-3-81-61-50-99 Kemmañ
Postelmailto:besancon@besancon.fr Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.besancon.fr/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flags of Besançon Kemmañ
Roll monumantoùQ1847173 Kemmañ
Sant paeronFerreolus and Ferrutio Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Besançon Kemmañ
Contact page URLhttps://www.besancon.fr/mairie-de-besancon-nous-contacter Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Besançon Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Besançon Kemmañ
Map

Douaroniezh

kemmañ

E traoñienn an Doubs emañ Besançon, e-barzh ur gildroenn anezhañ.

War-dro 90 kilometr zo etre Besançon ha Dijon e Bourgogn, Lausanne e Suis, ha Belfort, an nor da Elzas ha da Alamagn.

Stummoù skrivet

kemmañ
Hen impalaeriezh
  • Vesontio (Bell. Gall. I, 38, 39) ; Vesont(io) (CIL XIII, 9070) ; Vesant(io) (CIL, XIII, 9081) ; Ouisontion (Ptolemaios, II, 9, 10) ; Ouisontion (Dion Cassius, 38, 34; 63, 24) ; Visontio, Vesontio (It. Ant.) ; Vesontine (Taolenn Peuntinger).
Impalaeriezh izelañ
  • (Episcopus) Visoncesium (sened-iliz Colonia Agrippinensis, 346) ; Bisention (Julianus, Ep. 26, 414 c) ; Visontio (Ausonius) ; Bisontii (Amm. Marcel. XV, 11, 11) ; Besantio (Amm. Marcel. XX, 10, 3) ; Civitas Vesontiensium (Not. Gall.)
Krennamzer uhel
  • Civitas Visensionensis (sened-iliz Epaone, 517) ; Civitas Vesuntiensis (sened-iliz Orlañs, 549) ; Civitas Visoncensis (sened-iliz Lyon II, 567-570; Mâcon, I & II, 581-583 & 585) ; Visonticorum Civitas (Gregor Teurgn, Glor. Mart., 70) ; Civitas Bessuntio (sened-iliz Paris, 614) ; Besuntio (Ibid.) ; Civitas Visontio (sened-iliz Clichy, 626-627) ; Eccledia Vesoncensis (sened-iliz Chalon, 647-653) ; Vesoncio Oppidum (Fredegarius, Chron. IV, 36) ; Vesontionense Oppidum (Jonas, Vita Columbiani abbatis, I, 14-19) ; Urbs Vesontionis (Ibid, I, 14) ; Vesonci, Vesvncio, Visvncio, Besoncio (pezhioù moneiz) ; Chrysopolis (Inventio ss. Ferreoli et Ferrucionis, Vvet pe VIIIvet kantved ; Vesionensis Civitas (Vita s. Ermenfredi abbatis) ; Civitas Vesontionis (Vita s. Ermenfredi abbatis).

Gerdarzh

kemmañ

Hervez Dauzat & Rostaing e teu an anv eus ur wrizienn rakkeltiek ves-, menez, gant ul lostger rakkeltiek -unt- hag un adlostger -ionem[1].

Ardamezioù

kemmañ
 
En aour e erer dispak en sabel, o terc'hel en e grabanoù div golonenn en gul balirant war an eskell.
 
Loeiz XIV da goulz kemeridigezh Besançon.

Kêr-benn civitas Sequanorum e oa, e proviñs Belgica; goude-se e tremenas d'ar broviñs Germania Superior adalek an impalaer Domitianus.

Besançon a oa bet distrujet er bloaz 456 gant ar Vurgonded, hag er bloaz 937 gant Hungared.

Eus 1184 da 1664, Besançon a oa ur gêr an impalaeriezh, ha kêr-benn ar Franche-Comté.

Aloubet eo bet, gant e rannvro, er bloaz 1668, gant Loeiz XIV, roue bro C'hall[2].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Iliz-veur Besançon eo ar savadur relijiel brasañ, giz c'hotek ganti. Savadurioù all a zo eus ar mare araok aloubidigezh Bro-C'hall, da skouer Tour de la Pelote savet gant gouarnamant ar gumun war urzh Karl V an Impalaeriezh Santel e 1546.

Roet eo bet d'ar gêr al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor hag hini ar Glad bedel gant an UNESCO (e 2008) abalamour da Gwikadell Besançon, mogerioù-kreñv savet gant Vauban etre 1678 ha 1771.

Darempredoù etrebroadel

kemmañ
 
Ardamezhioù Besançon ha re Freiburg im Breisgau, arouezioù o gevelladenn.

Sinet ez eus bet emglevioù gevelliñ pe genober gant meur a strollegezh tiriadel estrañjour[3].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Yves Jeannin, Jean-François Reynaud, Bernard de Vregeville ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIII è siècle. XV. Province ecclésiastique de Besançon (Maxima Sequanorum). De Boccard. 2007
  • (fr) Eveline TOILLON, Besançon insolite et secret, Alan Sutton, 2003
  • (fr) Dominique BONNET et Denis MARAUX, Découvrir Besançon, La Taillanderie, 2002
  • (fr) Jean COURTIER, Besançon en cartes postales anciennes, Bibliothèque Européenne
  • (fr) Collectif, Guide Gallimard Franche-Comté, Nouveaux-Loisirs, 1999

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse 1963; Guénégaud, 1978
  2. M.N. Bouillet, Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Hachette & Cie. Paris 1863
  3. Ar c'hêrioù keveler (d'an 19 a viz Ebrel 2011)
  NODES
Note 3