Black metal
Mammennoù an doare Thrash metal, death metal, hardcore punk
Mammennoù sevenadurel deroù ar bloavezhioù 80 e skandinavia
Doareoù diroudet Dungeon synth
Is-doareoù
Ambient black metal - folk black metal - industrial black metal - NSBM - post-black metal (blackgaze) - psychedelic black metal - raw black metal - black metal sinfonek - unblack metal
Doareoù kendeuz
Black-doom (black metal emlazhel) - blackened crust (black metal ruz hag anarkour) - blackened death-doom - blackened death metal (black-death melodek- war metal) - blackened grindcore - blackened thrash metal - Pagan metal - Viking metal
Darvoudoù lec'hel
Frañs - Finland[1] - Gres[2],[3] - Norvegia - Polonia - Stadoù-Unanet[4],[5] - Sveden


Ar Black metal a zo un isrummad eus an heavy metal. Perzhioù boutin ar sonerezh-mañ zo un tempo fonnus, ur c'han kraouennek pe garmet, distreserezioù kreñv gant ar gitar tredan, elfedoù tremolo, enrolladennoù war ar prim, hag aergelc'hioù a-bouez. Alies e teu an arzourion war al leurenn gant o c'horf livet gwenn ha du evel tud marv, hag e vez implijet lesañvioù kalz ganto.

Er bloavezioù 1980, meur a strollad hag a rae thrash metal ha death metal o devoa taolet diazezoù ar black metal. Al lanv kentañ a oa Venom (eñ en deus roet an anv d'an doare sonerezh-mañ gant o albom "Black Metal" aet er-maez e 1982), Bathory, Mercyful Fate, Hellhammer ha Celtic Frost ennañ. Un eil lanv a c'hoarvezas e deroù ar bloavezhioù 90, distegnet gant strolladoù norvegiat evel Mayhem, Darkthrone, Burzum, Immortal, Emperor, Satyricon ha Gorgoroth. Leurenn ar black metal norvegiat o devoa kemmet ar stil un tamm hag al levezon-se a strewas davet Europa a-bezh, hag er Stadoù-Unanet, daoust ma tiorennas doareoù lec'hel hervez ar vro. Kalzig a strolladoù svedat a ziflukas e-kerzh al lanv-se, sturiet gant Dissection,[6] Abruptum,[6][7] Marduk,[6][8],[9] ha Nifelheim.[6] Un nebeud eus ar strolladoù-mañ a embann e oa o fal en em gannañ a-enep lanv boblek an Death metal amerikan hag a oa mestr war ar metal d'ar mare-se.

Da gentañ e oa un term heñvelster a "Satanic metal",[10] peogwir e vez savet meur a dabut outañ rak an ideologiezhoù staget ouzh an doare sonerezh-se. Arzoù a gonta o selloù dengasel ha un nebeud anezho a rann soñjoù enepkristenel, Sataniel, pe evit ur baganiezh genelel. Er bloavezhioù 90 e c'hoarvezas gwallzarvoudoù liammet gant bed ar black metal (gwalltan ilizioù ha lazhadennoù). Ennañ ez eus ul luskad nevez-naziel (an National Socialist black metal, "NSBM"), daoust ma vez tec'het gant peurvuiañ an arzourion[11],[12]. Dre vras e fell d'ar sonerien black metal e chomfe ar sonerezh-se ul lusk "underground".

Notennoù

kemmañ
  1. (2003) "The Oath of the Goat's Black Blood". Sinister Flame 1: 28–32
  2. Chad Bowar: Retro Recommendation: Rotting Christ – Thy Mighty Contract Patrom:Webarchive, 24 June 2011, accessed on 13 December 2012.
  3. Stefan Glas: Rotting Christ. Passage to Arcturo. In: Metal Hammer, March 1992, pp. 70f.
  4. Vattnet Viskar's Settler Has Nearly Arrived Home. MetalSucks (12 June 2015).
  5. Dick, Jonathan K. (18 June 2015). False – Untitled.
  6. 6,0 6,1 6,2 ha6,3 Patterson, Dayal (2013). Black Metal: Evolution of the Cult. Feral House. 342 p. ISBN 9781936239764. 
  7. Ekeroth, Daniel (2009). Swedish Death Metal. Bazillion Points Books. 255 p. ISBN 9780979616310. 
  8. Ekeroth, Daniel (2009). Swedish Death Metal. Bazillion Points Books. 225 p. ISBN 9780979616310. 
  9. Ekeroth, Daniel (2009). Swedish Death Metal. Bazillion Points Books. 253 p. ISBN 9780979616310. 
  10. McIver, Joel (2009). Justice for All – The Truth About Metallica, updated, Omnibus Press. ISBN 9780857120090. 
  11. Škot, Mladen. Interview with Jotunspor. maelstrom.nu.
  12. Blabbermouth.net – Gorgoroth Guitarist Infernus: 'I Personally Am Against Racism in Both Thought and Practice'. Blabbermouth.net (15 March 2008).
  NODES
Done 1
punk 1