Bren (fuzuilh-vindrailher)

Ar Bren (pe BREN) zo ur fuzuilh-vindrailher breizhveuriat. Deveret eo eus ar ZB-30 tchekoslovakiat. Implijet e vez abaoe 1937 er British Army ha pevar adstumm nesañ anezhi a zo bet produet. Dont a ra hec'h anv eus an daou lec'h m'eo bet ijinet, BR evit Brno (Tchekoslovakia) hag EN evit Enfield, un aroñdisanant eus Londrez.

Fuzuilh-vindrailher Bren
Skeudenn ar pennad Bren (Fuzuilh-vindrailher)

Ur fuzuilh-vindrailher Bren Mk I.
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher aotomatek
Munisionoù .303 British, 7,62 × 51 mm NATO ha 7,92 × 57 (e Sina e-pad an Eil Brezel-bed)
Produerien Arsanailh Enfield, Monotype, John Inglis & Co (Kanada), arsanailh Ichhapur (India), Lithgow Small Arms Factory (Aostralia)
Mare implij 1938 - 1992 (Rouantelezh-Unanet)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 10,35 kg (Mk I hag Mk II)

8,68 kg (Mk III hag Mk IV)

Mas (karget) 11,25 kg (Mk I hag Mk II)

9,75 kg (Mk III hag Mk IV)

Hirder 1.160 mm (Mk I hag Mk II)

1.090 mm (Mk III hag Mk IV)

Hirder ar c'hanol 635 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 500 tenn/mn
Hed-tenn pleustrek 550 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 743 m/s
Endalc'h Kargerioù 30 pe 100 kartouchenn / Kargerioù 20 kartouchennoù evit adstummoù zo er c'halibr 7,62 mm
Adstummoù Mark I, Mark II, Mark III, Mark IV
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
Soudard an arme kanadian o tougen ur Bren da vare an Eil Brezel-bed.

E miz Mae 1935 a tapas ar Rouantelezh-Unanet an aotre da broduiñ an arm tchekoslovak ZBG-34. Kemmoù a voe degaset, evel implij ar c'halibr .303 British e-lec'h ar 7,92 x 57 mm tchek. 280.000 Bren a voe produet gant arsanailh Enfield e-pad an Eil Brezel-bed. Skouerennoù all a voe graet gant ar strollad Monotype, en India Breizhveuriat (arsanailh Inshapur), e Kanada (John Inglis & Co) hag en Aostralia (Lithgow Small Amrs Factory). Pourveziet e voe ar Gevredidi, Sina hag an emsavoù Rezistañs en Europa gant fuzuilhoù-mindrailher Bren.

Brudet e oa ar Bren evit bezañ solut ha fiziapl. Produet e voent eus 1938 betek 1958. Goude ar bloavezh-se e voe treuzfeurmet lod anezhe evit ar munision 7,62 × 51 mm standart en AFNA. Implijet e voent e brezel Indez-Sina, brezel Korea, brezel an Inizi Maloù pe brezel ar Pleg-mor.

Adstummoù

kemmañ

Pevar stumm eus an arm a voe produet (Mark I da Mark IV, a-wechoù berraet e Mk). Disheñvel e oa o hirder ha munudoù all. An daou gentañ anezhe, ar Mark I hag ar Mark II, a voe roet d'an droaderien. Ar Mark III hag ar Mark IV a oa bet savet evit an harzlammerien. Ar Bren a servijas ivez evel arm a-enep ar c'hirri-nij e-bourzh ar Bren Carrier.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  • (fr) Martin J. Dougherty, Armes à feu : encyclopédie visuelle, Elcy éditions, 304 p.





   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan  
  NODES
Note 1
os 6