Brezel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent a ya da lakaat anezho da implij armoù ha an nerzh fizikel hag dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok. Pal ar vrezelerien a zo tapout pe virout tiriadoù'zo hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe badout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehannoù.
Associated hazard | casualty, war damage, uncertainty |
---|---|
Perzhiad | Stad |
Abeg pennañ | casus belli, conflict escalation |
Efed | effects of war |
Studiet gant | military history, war studies, peace and conflict studies, Institute for the Study of War, sociology of peace, war, and social conflict |
Hashtag | wars |
Dezverket dre | type of war |
Istor | history of war |
Pleustret gant | brezelour, fictional warrior, Goprsoudard, fictional mercenary |
Handled, mitigated, or managed by | preventive diplomacy, peacebuilding, anti-war movement |
Enebet ouzh | peoc'h |
Meur a abeg a vez da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, pinvidigezhioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa vez brezel etre kostezennoù e diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil brezel bed e vezed kustum da embann un diskleriadur ar brezel ofisiel, spis e stumm.
Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re an XXIvet kantved ivez. E-pad an XXvet kantved eo bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 000 ha 142 milion a dud, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil brezel bed.
Istor ar brezel
kemmañGwelet Istor ar Brezel
Emglev ebet ez eus diwar-benn orin ar brezel. Hervez reoù'zo e oa bet atav brezelioù etre ar strolladoù denel tra ma pouez ar re arall war ar fed n'eus ket sin ebet a vrezel e-pad ar ragistor. Da gentañ e oa ar brezel un heuliad ag argadegoù bihen n'eo nemet gant ganedigezhioù ar riezoù kentañ, 5000 bloavezh 'zo e c'heller gwelout kampagnoù milourel bras.
Sell ivez ouzh
kemmañ- Brezel-bro
- Brezel diabarzh
- Brezel-diavaez
- Brezelekaerezh
- Brezelerezh
- Brezelgarouriezh
- Brezelouriezh
- Kadouriezh
- brezelour ha kenvrezelour
- Pennadoù hag a grog gant ar ger brezel er wikipedia [1]
Liammoù diavaez
kemmañ(en) — Saoznek eo an holl liammoù all.
- O komz diwar-benn ar brezel Penaos e tiviz ar werinelezh mont da vrezeliñ ?
- The Warlords ("Aotrounez ar brezel"), C. Wright Mills, The Power Elite, 1956
- Ul listennad brezelioù
- Pennadoù diwar-benn ar brezel, ur sturlevr istorel, ul lec'hienn digor diwar-benn ar brezel
- Amzeroniezh ar brezelioù dre ar bed, eus 3000 KJK betek 1999
- Brezelioù gwadusañ an XXvet kantved
- Niver ar marvioù en emgannoù ar XVIvet, XVIIvet, XVIIIvet ha XIXvet kantvedoù
- Niver a varvioù e gwallreuzioù, brezelioù ha gwallzarvoudoù
- Teulioù ha daveoù diwar-benn ar brezelioù, an torfedoù brezel hag gouennlazhoù
- Ditouroù diwar-benn perzh ar boblañsouriezh er brezelioù
- Correlates of War (COW) : kendavead diwar-benn ar brezelioù
- Correlates of War 2
- Antiwar.com
- Stanford Encyclopedia of Philosophy
- Complex Emergencies Database (CE-DAT) - Un diaz-ditouroù diwar-benn skog ar brezelioù war mab-den
- Christopher Caldwell: Youth and War, a deadly Duo - short summary of youth bulge theory Sac'het 02-02-2013
- WarWiki (N'eo ket ezel eus ar raktres Wikimedia)
- War Disaster and Genocide — Ur renable eus ar marvioù a-vernadoù
- Gwengel ar goueziad peoc'hus
- Flod ar wiriegezh kentidik
- Ar brezel etre ar meuriadoù
- "Arz ar brezel — delc'her d'ar pal ? skignet gant BBC Radio 4, abadenn In Our Time ("En hon amzer")
- War Studies Primer - ur gentel-ginnig diwar-benn studi ar brezel