Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)

Brezel ar Meurvor Habask, anvet ivez a-wezhioù Brezel Azia hag ar Meurvor Habask[1] a ra anv dre vras eus emgannoù an Eil Brezel-bed er Meurvor Habask, e inizi, hag en Azia ar Gevred, anvet neuze Reter-Pellañ. An anv a vrezel ar Meurvor Habask a vod an darvoudoù eus tachenn emgann ar Meurvor Habask, tachenn emgann Gevred ar Meurvor Habask, tachenn emgann Azia ar Gevred hag eil Brezel Sina ha japan, hag ivez re Brezel Japan hag URSS 1945.

Brezel ar Meurvor Habask
theater of war, brezel
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
Lec'hMeurvor Habask Kemmañ
Deiziad2 Gwe 1945 Kemmañ
Deiziad kregiñ7 Kzu 1941 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Gwe 1945 Kemmañ
Kartenn o tiskouez douaroù pennañ Brezel ar Meurvor Habask hag al lec'hioù dilestrañ kevredet etre 1942 ha 1945.
Emled Impalaeriezh Japan eus 1937 da 1942

Alies e lakaer Brezel ar Meurvor Habask da gregiñ d'ar 7/8 a viz Kerzu 1941 gant aloubadeg Thailand gant Japan[2] aloubadeg Malaysia saoz, ha tagadenn Pearl Harbor e Hawaii gant Impalaeriezh Japan[3],[4],[5],[6] Lod a soñj dezhe e c'haller lakat ar brezel en Azia da gregiñ ken abred hag ar 7 a viz Gouere 1937, gant an eil brezel etre Republik Sina ha Bro-Japan, pe d'an 19 a viz Gwengolo 1931, gant aloubadeg Manchouria gant ar Japaned.[7] Koulskoude e lakaer Brezel ar Meurvor Habask da gregiñ peurliesañ, e deroù miz Kerzu 1941, pa zeuas ar brezel etre Sina ha Japan da vezañ unan eus tachennoù emgann an Eil Brezel-bed.[8],[9].

Enebiñ a reas ar brezel ar Gevredidi hag Impalaeriezh Japan, skoazellet en un doare berr gant Thailand hag ivez gant broioù an Ahel, an Trede Reich hag Italia faskour. Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki, ha bombezadegoù all gant aerlu ar Stadoù-Unanet, heuliet gant aloubadeg Manchouria gant ar Rused d'an 8 a viz Eost 1945, a redias Japan da godianañ hag e echuas an Eil Brezel-bed d'ar 15 a viz Eost 1945. Kodianadur ofisiel Japan a oa sinet e bourzh al lestr-brezel USS Missouri BB-63 6 e Bae Tokyo d'an 2 a viz Gwengolo 1945.

Anvioù ar brezel

kemmañ

Evit ar vroioù eus an tu kevredet e-pad ar brezel e veze graet gant an anv "The Pacific War" met ne oa ket implijet evel ma vefe ul lodenn zisheñvel eus peurrest an Eil Brezel-bed. Graet e oa ivez gant an droienn the War against Japan. Er Stadoù-Unanet an anv Pacific Theater a oa implijet kalz ivez.

E-kostez Japan e oa graet gant Brezel meur Azia Reter (大東亜戦争 Dai Tō-A Sensō), ur choaz gant ur mennad kuzul meur d'an 10 a viz Kerzu 1941, evit ober eus an div brezel an hini enebet ouzh broioù ar C'hornôg hag an Azia e Sina. An anv-se a voe embannet d'ar bed holl d'an 12 a viz Kerzu, an displegadenn da awen ar brezel a oa hervez Japan da gavout er c'hoant a oa gant broadoù Azia da gaout an dieubidigezh diouzh galloudoù ar C'hornôg. Hent an dieubidigezh a oa da vezañ kavet gant sikour nerzhioù lu Sferenn Berzh-mat Azia Reter Meur. Pennoù uhel Impalaeriezh Japan a gendeuzas, ar pezh a oa hervezo an darvoud Japan–Shina (日支事変 Nisshi Jihen), gant Brezel meur Azia Reter.

 
Prizonidi brezel stadunanat e Corregidor, Filipinez, Mae 1942

E-pad dalc'hidigezh milourel Japan gant ar Stadoù-Unanet (1945–52), an termenadurioù implijet gant ar japaniz a voe difennet groñs er skridoù ofisiel, met an implijioù maez ofisiel a gendalc'has. Dont a reas da vezañ anvet ar brezel evel Brezel ar Meurvor Habask (太平洋戦争 Taiheiyō Sensō). E Japan, Brezel ar Pemzek vloaz (十五年戦争 Jūgonen Sensō) a vez implijet ivez, kemeret e vez e kont neuze ar mare etre Darvoud Mukden eus 1931 betek 1945.

Notennoù

kemmañ
  1. Williamson Murray, Allan R. Millett A war to be won: fighting the Second World War, Harvard University Press, 2001, page 143
  2. Prime Minister Winston Churchill's Broadcast on War with Japan. British Library of Information (December 8, 1941). Kavet : March 6, 2011. “....we shall regard an attack on you as an attack upon ourselves”
  3. John Costello, The Pacific War: 1941-1945, Harper Perennial, 1982
  4. B. H. Liddell Hart, History of the Second World War, Putnum, New York, 1971
  5. Japan Economic Foundation, Journal of Japanese trade & industry, Volume 16, 1997
  6. David Williams, Defending Japan's Pacific War: The Kyoto Philosophers and the Idea of a Post-White World, RoutledgeCurzon, 2004
  7. Roy M. MacLeod, Science and the Pacific War: science and survival in the Pacific, 1939-1945, Kluwer Academic Publishing, p. 1, 1999
  8. "For fifty-three long months, beginning in July 1937, China stood alone, single-handedly fighting an undeclared war against Japan. On 9 December 1941, after Japan's surprise attack on Pearl Harbor, China finally declared war against Japan. What had been for so long a war between two countries now became part of a much wider Pacific conflict." Hsi-sheng Ch'i, in James C. Hsiung and Steven I. Levine, China's bitter victory : the war with Japan 1937-1945, M.E. Sharpe, 1992, p. 157
  9. Youli Sun, China and the Origins of the Pacific War, 1931-41, Palgrave MacMillan, p. 11


  NODES
Idea 1
idea 1
mac 2
Note 2
os 10