Burgenland
| |||||
Yezhoù ofisiel | Alamaneg, kroateg Burgenland, hungareg | ||||
Kêr-benn | Eisenstadt | ||||
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) | Hans Peter Doskozil (STÖ sokialour) | ||||
Gorread | 3 966 km² | ||||
Poblañs -Stankter |
277 569 (2001) 70/km² |
Burgenland ("Bro ar C'hastelloù"; hungareg Felsőőrvidék pe Őrvidék, kroateg Gradišće) zo ur stad kevredet a Aostria. Betek 1921 e oa perzh eus Hungaria, met diwar emglev Trianon e voe lakaet ar vro e dalc'h Aostria. Eisenstadt (hungareg Kismárton, kroateg Željezno) eo e gêr-benn.
Teir yezh ofisiel a zo e Burgenland: an alamaneg, an hungareg ha kroateg Burgenland (hag a zo ur standard dezhañ e-unan). Ar Romeg n' eo ket kenofisiel, met anavezet eo gant ar stad Aostrian, ha moullet e vez levrioù-skol er yezh-mañ ivez.
Kêrioù pennañ Burgenland
kemmañDre ur referendom e chomas Sopron (alamaneg Ödenburg), kêr-benn ar rannvro, stag ouzh Hungaria e 1921. N'eus ket kalz kêrioù a-bouez er peurrest eus ar vro e gwirionez,
Kêr | annezad (2005) | ||
---|---|---|---|
1 | Eisenstadt/ hu: Kismárton/ kr: Željezno, kêr-benn Burgenland | 13 664 | |
2 | Oberwart/ hu: Felsőőr/ kr: Gornja Borta | 6 696 | |
3 | Mattersburg/ hu: Nagymárton / kr: Materštof | 6 256 |
Tud vrudet a vBurgenland
kemmañ- Joseph Haydn, sonaozour
- Franz (Ferenc) Liszt, sonaozour
Gwinieg
kemmañGwinieg Burgenland eo hini pennañ Aostria. Gwinoù ruz sec'h evel Blaufränkischer ha Zweigelt a vez produet dreist-holl, met Strohwein, gwin gwenn dous kar da Sauternes, zo ivez.
Liammoù diavaez
kemmañYezhoù Burgenland | |
---|---|
Yezh | Dregantad |
Alamaneg | 87,4% |
Kroateg Burgenland | 5,9% |
Hungareg | 2,4% |
Kroateg unvan | 1,3% |
Romeg | 0,1% |
Slovakeg | 0,1% |
Yezhoù all | 2,8% |
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |