C'hersones (henc'hresianeg: Χερσόνησος, Khersónēsos; latin: Chersonesus; ruseg hag ukraineg: Херсоне́с, C'hersones) zo un drevadenn henc'hresian bet diazezet er VIvet kantved kt JK e mervent ledenez Krimea gant tud eus Hērákleia Pontikḗ, ur gêr war aod Bithynia.

C'hersones
Херсонес
Dismantroù C'hersones

hag iliz-veur Sant Volodymyr

Douaroniezh
Riez Banniel Ukraina Ukraina
44°36′42″ N – 33°29′36″ R

C'hersones
Rannvro Krimea
Lec'hiadur Karter Gagarin [n 1]

Sevastopol

Gorread 30 ha
Istor
Diazezerien Trevadennerien eus Hērákleia Pontikḗ
Diazezet VIvet kantved kt JK
Dilezet XVvet kantved
Mareadoù Henc'hres → Dibenn ar Grennamzer
Sevenadurioù Henc'hres, Henroma, Huned, Bizantion
Henoniezh
Furchadeg 1827
Melestradur Mirlec'h Broadel C'hersones Krimea
Internet (ru) (uk) (en) chersonesos.org/
Glad bedel UNESCO
Anv ofisiel Ancient city of Tauric Chersonese
Rann eus Ancient City of Tauric Chersonese and its Chora
Dezverkoù Sevenadurel : (ii), (v)
Dave (en) 1411
Bloaz 2013
Takad skurzer 3 041,0876 ha
Internet (ru) chersonesos-sev.ru/
  1. (uk) Гагарінський район Haharinsʹkyy rayon.

Emañ war aod ar Mor Du, er gwalarn da greiz-kêr Sevastopol. Ur rann eus Mirlec'h Broadel C'hersones Tavriysʹkyy e oa a-raok stadidigezh Krimea ouzh Rusia e 2014 ; C'hirsones Tavricheskiy eo an anv rusek abaoe.

Ul le hag a veze graet gant holl annezidi C'hersones adalek an IIIe kantved kt JK zo deuet betek ennomp.[1],[2]

Er bloaz 2013 e voe lakaet C'hersones e Glad bedel UNESCO[3]

Diwar he lec'hiadur ez eo bet anvet an drevadenn : Χερσόνησος Khersónēsos « ledenez » (ger-ha-ger : "enez sec'h") en henc'hresianeg, ur berradur eus Χερσόνησος Ταυρική Khersónēsos Tauriki, "Ledenez an Dauried" ; ur boblad henc'hresian hag a anneze Menezioù Krimea e gevred al ledenez e oa an Dauried. Chersonesus eo stumm latinaet an anv.

Diwezhatoc'h e troas da Херсонес Таврійський C'hersones Tavriysʹkyy "C'hersones Taorek" en ukraineg ; heñvelanvet eo al lec'h e ruseg, hogen disheñvel eo an distagadur : Херсонес Таврический C'hirsones Tavricheskiy.

Er Vvet kantved kt JK, Dorianed deuet eus Hērákleia Pontikḗ e Bithynia war aod kreistez ar Mor Du a stalias ur porzh en dourioù don e mervent al ledenez, war harzoù tiriad an Dauried.

Tamm-ha-tamm e troas ar porzh d'ur gêr vihan emren. A-hed ar braz eus mare Henc'hres klasel (500 kt JK – 300 kt JK) e oa C'hersones un demokratelezh renet gant pennoù dilennet (ἄρχοντες árchontes "aotrouien") hag ur C'huzul (Δεμιούργοι demiourgoi "krouerien"). Gant an amzer e troas da nemeurveliek, pa chomas ar galloud gant an aotrouien hepken[4].

E dibenn ar I kantved e voe harluet ar pab Clemens Romanus da C'hesones[5].

Adalek kreiz ar IVe kantved kt JK en em astennas kêr a-hed an Norzh betek Κερκινίτις Kerkinítis ((uk) Євпаторія Yevpatoriya hiziv) en ur sevel difennoù niverus a-enep Rouantelezh ar Bosfor, ar Skited hag an Dorianed. En aner avat, pa rankas goulenn skoazell digant Mithridates Eupator hag e jeneral Diofantos e-tro ar bloaz 110 kent JK a-raok bezañ aloubet gant Rouantelezh ar Bosfor. Da sujed ar Republik roman e troas ha goude-se d'an Impalaeriezh roman, a gasas di ur gwarnizon adalek kreiz ar I kantved kt JK betek ar bloavezhioù 370, ar bloaz ma voe kemeret gant an Huned.

E deroù ar Grennamzer e voe perc'hennet gant Impalaeriezh Bizantion. Er bloaz 581 e voe sezizet gant Göktürked an impalaer (kagan) Ichbara[6]. Skañv e oa beli Bizantion, ne veze gwelet nemet dre ur gwarnizon a wareze kêr ; emren de facto e oa C'hersones neuze, en eskemm ouzh difenn ar vro enep Rouantelezh Bosfor hag ar pobladoù kentidik bepred.[4].

E 695 e voe harluet an impalaer bizantat Justinian II da C'hersones[7].

Er bloaz 833, an impalaer Theofilos (ren : 829-842) a gasas ur c'hannad da ren kêr hag he rannvro e-lec'h an árchontes ; dre-se e voe staliet θέμα Χερσῶνος, thema Chersōnos, ur rann velestradurel eus an Impalaeriezh hag a droas d'ur greizenn genwerzh pouezus er Mor Du. Betek ar bloavezhioù 980 e chomas dindan veli Bizantion kent bezañ kemeret gant Volodymyr I, priñs Rous Kyiv e 988.

Goude ar Pevare Kroaziadeg (1202-1204) e troas C'hersones da Briñselezh Theodoro (Θεοδωρώ)[8] dindan veli Unveliezh Trapezous (Αυτοκρατορία της Τραπεζούντας Aftokratoría tis Trapezoúntas ; Trapezous e oa ar gêr-benn[9]), unan eus an teir stad a voe goude diskar Impalaeriezh Bizantion[10] Ar Geoded-Stad c'hresian diwezhañ e voe C'hersones neuze. Preizhet e voe e 1299 gant Mongoled

E deroù an XIIIvet kantved e voe gwanaet ar Stad gant Republik Genova, a verzas ouzh ar C'hresianed da ober nep kenwerzh gant ar Briñselezh[4].

E 1461 e voe sezizet Trapezous gant an Otomaned ; dizalc'h diouzh beli an Unveliezh e voe Priñselezh Theodoro, hogen ne c'hallas ket padout : aloubet gant an Otomaned e voe e 1475, ha dilezet e voe e dibenn ar c'hantved.

Istor relijiel

kemmañ

Katolik roman e oa bet C'hersones a-raok ar Skism Kornôg-Reter e 1054 ; ortodoks e voe goude. Kantvedoù-pad ez eo bet un eskopti kent bezañ un arc'heskopti abred a-walc'h, pan eo meneget evel-se e Notitiae Episcopatuum ("Kemennoù an eskoptioù") er VIIvet kantved gant patriark Kergustentin[11].

Daoust d'ar skism, un eskopti katolik a voe staliet e Krimea hogen un eskob hepken a voe, anvet Ricardus Anglicus[12]. Da get ec'h eas an arc'heskopti goude aloubadeg an Otomaned. Ur "sez titlet" eo hiziv, eleze un eskopti goullo pa n'eus nag eskob na parrezioù ennañ.

Henoniezh

kemmañ
 
Ar benniliz, VIvet kantved, bet kavet e 1935
 
Pezhioù-moneiz gresian, IIvet kantved kt JK

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E bannlev Sevastopol emañ aspadennoù C'hersones hiziv. Adalek 1827 e voe furchet gant Rused.

Ur voger-zifenn e doare Bizantion, war-dro 3,5 km he hirder, a c'hronne kêr war un dachenn 30 hektar he gorread ; etre 3,5 ha 4 metr e oa he zevder, etre 8 ha 10 metr he uhelder, gant tourioù a c'halle tizhout 12 metr. Gwele ur voger c'hresian bet savet er IVvet kantved kent JK zo bet kavet dindani e tu reter kêr[4].

Meur a stil zo bet kavet d'ar savadurioù : gresian, roman ha bizantat, en o zouez un azeuldi gresian, ur c'helc'hva roman ha meur a iliz e doare Bizantion koulz e stumm ur groaz ha war an hir hepken — betek an XIIIvet kantved e padas ar re hir, ar pezh na gaved mui a-werso er broioù gresianek[4].

Tro-dro da C'hersones ez eus meur a gilometrad-karrez tachennoù krin a oa bet parkeier gwechall gozh ; dismantroù gwaskelloù ha tourioù-ged zo bet kavet enno.

Kalz pezhioù-moneiz eus an IIIvet kantved kent JK betek tro-dro d'ar bloaz 200 zo bet kavet, lod eus Bizantion en o mesk[4].

Dre furchal bezioù e teuas anat e oa disheñvel lidoù-kañv annezidi C'hersones diouzh re ar C'hresianed : pep maen-bez a verk un den hepken e-lec'h un tiegezh a-bezh ; ne gaver delwenn ebet, gourizoù skoulmek hag armoù hepken. Bugale a oa e tremen an hanter eus ar bezioù ; dre ma'z eus bet kavet relegoù devet e soñjer e oa bet tangwallet kêr d'ur mare, marteze pa oa bet preizhet gant ar Vongoled e 1299.

Er bloaz 2009 e c'houlennas Maodiern an Difenn ukrainat ma vefe treuzkaset mirlec'h lestraz Rusia ar Mor Du eus C'hersones d'ul lec'h all peogwir e vire ouzh al lec'hienn a vezañ degemeret e Glad bedel UNESCO ; graet e voe, ha degemeret e voe C'hersones war ar roll e 2013.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Stolba, Vladimir F. The Oath of Chersonesos and the Chersonesean Economy in the Early Hellenistic Period. In : Archibald, Zofia H. & Davies, John K. & Gabrielsen, Vincent (skridaozerien) : Making, Moving and Managing – The New World of Ancient Economies, 323-31 BC. Oxford : Oxford Books, 2005 (ISBN 978-1-84217-157-8), 'pp. 298-321'. Kavet : 15 Meu 24.
  2. (en) 'The oath of the citizens of Chersonesos'. Kavet : 15 Meu 24.
  3. (en) {cite web|url=https://whc.unesco.org/en/list/1411/ |title=UNESCO|accessdate=15 Meu 24}}
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 ha4,5 (en) 'Encyclopædia Britannica, 1911, p. 86.. Kavet : 15 Meu 24.
  5. (en) 'Catholic Encyclopedia (1913). Kavet : 15 Meu 24.
  6. Marvet e 587 ; ren : 581-587.
  7. (en) Ostrogorsky, George (1956). History of the Byzantine State. New Brunswick, New Jersey : Rutgers University Press, 1986 (ISBN 978-0-8135-1198-6)
  8. Ar gêr-benn ; Мангуп Mangup hiziv.
  9. Trabzon e Turkia hiziv.
  10. An div all o vezañ Despotelezh Ipiros (Δεσποτᾶτον τῆς Ἠπείρου Despotáton tís Ipeírou) hag Unveliezh Nikaea (Αυτοκρατορία της Νίκαιας Aftokratoría tis Níkaias).
  11. (en) ''Pseudo-epiphanius, nototia episcopatuum. Kavet : 15 Meu 24.
  12. (la) Eubel, Conradum (Konrad). Hierarchia Catholica Medii Aevi, levrenn I. Manati Regensberg, 1913, p. 184.. Kavet : 15 Meu 24.
  NODES
Intern 2
Note 3
os 16
todo 1
web 1