Caracalla
Caracalla (4 a viz Ebrel 186 - 8 a viz Ebrel 217), anvet Septimius Bassianus da gentañ, ha Marcus Aurelius Severus Antoninus Augustus goude, a voe impalaer roman eus 211 da 217, war-lerc'h e dad Septimius Severus[1] Bez' e voe unan eus an Impalaerien roman ar muiañ troet da drelatiñ.[2],[3].
E zarempredoù gant e vreur
kemmañDarvoudoù meur e ren
kemmañE 198 e voe anvet Caracalla da Augustus, evel e dad, da lavarout eo da genimpalaer ; e 209 e voe anvet e vreur Geta da Augustus ivez.
Sed a c'hoarvezas e-kerzh e ren:
- savidigezh Constitutio Antoniniana, a roe ar geodedouriezh d'an dud disklav en impalaeriezh evit kreskiñ an arc'hant dastumet gant an tailhoù;
- bihanaat ar c'hementad arc'hant er pezhioù moneiz roman (eus 25%) evit paeañ al lejionoù;
- savidigezh ur pezh kibelldi e-maez kêr Roma, a c'haller gwelout an dismantroù anezhañ hiziv c'hoazh.
E varv
kemmañCaracalla a zeuas da vezañ un tirant a sachas war e gein kasoni ar bobl, hogen karet gant e soudarded.
P'edo o vont a Édesse da Parthia da vrezeliñ e voe lazhet e-kichen Harran d'an 8 a viz Ebrel 217, gant Martialis a roas un taol kleze dezhañ. Ar prefed Macrinus, a oa diskred en doa aozet ar muntr (gant gwir abeg), a renas war e lerc'h.
Devet e voe korf Caracalla ha lakaet e ludu e Mausoleon Hadrian.
En Istor Breizh
kemmañEn Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe[4] eo meneget e anv, el levrenn V, evel Bassianus, ha Breizhadez e vije e vamm, pa oa Romanez hini e vreur.
Notennoù
kemmañ- ↑ "Caracalla" The New Zealand Oxford Dictionary. Tony Deverson. Oxford University Press 2004. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
- ↑ "Caracalla" A Dictionary of British History. Ed. John Cannon. Oxford University Press, 2001. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
- ↑ "Caracalla" World Encyclopedia. Philip's, 2005. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
- ↑ Troidigezh ar skrid e saozneg: http://www.yorku.ca/inpar/geoffrey_thompson.pdf.
Liammoù diavaez
kemmañ- Life of Caracalla (Historia Augusta at LacusCurtius: Latin text and English translation)
En e raok Septimius Severus |
Impalaer Roman 198 – 217 a-gevret gant Septimius Severus (198 – 211) ha Geta (209 – 211) |
War e lerc'h Macrinus |
En e raok Septimius Severus |
Dinastiezh Severus 198 – 209 a-gevret gant Septimius Severus 209 – 211 a-gevret gant Septimius Severus ha Geta C'hwe – Kerzu 211 a-gevret gant Geta Kerzu 211 – 217 e-unan |
War e lerc'h Elagabalus |
En e raok Geta |
Rouaned vojennel Enez Vreizh | War e lerc'h Interregnum - Carausius |