Caribert Iañ, pe Karibert, pe Charibert (distaget evel "c'h" moarvat) (520 - 567), a oa ur priñs frank, mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e wreg kentañ Ingonde. Roue Pariz e voe betek 567.

Caribert Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanCharibert Kemmañ
Titl noblañsRoue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh520 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv567 Kemmañ
Lec'h ar marvChelles Kemmañ
TadHlotar Iañ Kemmañ
MammIngund Kemmañ
PriedIngoberga, Meroflede, Theodechilde, Marcova Kemmañ
BugelBertha of Kent, Berteflede, Clothilde, Charibert of Hesbaye Kemmañ
FamilhMeroveed Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargRoue ar Franked Kemmañ
« Cherebert roy de France » (561-567) gant Jean Dassier (1676-1763).
Levrdi broadel Pariz
« Caribert, roue frank Pariz ha kornôg Galia (marvet en 567) » hervez Jean-Joseph Dassy (1796-1865). Taolenn graet e 1837, miret e Versailhez, e mirdi broadel ar c'hastell.

E vuhez

kemmañ

Bec'h a-walc'h en devoa bet Hlotar Iañ oc'h adunvaniñ ar rouantelezhioù frank evel en amzer Clovis Iañ, ha ne oa ket fellet dezhañ rannañ e rouantelezh a-raok e varv[1].

Bec'h gant an hêrezh : brezel ouzh Chramn

kemmañ
 
Provañs hag ar Franked

En 558 e voe kaset Caribert ha Gontran gant Hlotar da gemer Limousin digant o breur Chramn, hag en devoa taolet ee grabanoù war ar vro-se. Tal ouzh tal edo an armeoù, goulennet e voe digant Chramn daskor an douaroù laeret, nac'h a reas, emgann a vije bet panevet d'ur gorventenn. Un dro-gamm areas Chramn d'e vreudeur: kas a reas ur c'hefridiour dezho da gemenn marv o zad a oa o stourm ouzh ar Saksoned. Ha kuit Caribert ha Gontran da Vurgondia[2].

Eil rannidigezh ar regnum francorum

kemmañ
 
Rannet rouantelezh Hlotar Iañ goude e varv. Grandes Chroniques de France, XIVvet kantved, Castres, mirdi Goya.

Gwragez ha bugale

kemmañ
  • Méroflède, merc'h d'ur cartier, matezh e wreg kentañ, ha c'hoar Marcoveifa e drede gwreg.
  • Marcoveifa (Marcova) (?-567), c'hoar d'e eil gwreg .
  • En 566, Theudechilde, leanez, merc'h d'ur mesaer. Daou vugel o doe:

Pa intañvezas Theudechilde e klaskas saveteiñ rouantelezh Pariz dre gemer teñzor ar roue da gentañ hag en em ginnig d'ar roue Gontran goude, methennezh a roas gourc'hemenn d'he sparlañ en ur gouent.

Levrlennadur

kemmañ
  • L'histoire des rois Francs par Grégoire de Tours, collection L'aube des peuples, Éditions Gallimard, 1990.

Notennoù

kemmañ
  1. Ivan Gobry, Clotaire II, dastumad « Histoire des rois de France », Pygmalion, pajenn 12.
  2. Gregor Teurgn, Histoire des francs, levrenn IV, 16.

Pennad kar

kemmañ
  NODES
Note 3
os 1