Comité de salut public
Ar Comité de salut public a vez graet eus ar c'hentañ aozadur savet gant ar gouarnamant reveulzier savet gant ar Goñvañsion vroadel evit talañ ouzh an dañjerioù diniver a oa en nevezamzer 1793 (aloubadegoù, brezel-diabarzh), an eil a voe ar Comité de sûreté générale. Savet e miz Ebrel 1793 Ar c'homite nevez a oa bet o erlc'hiañ hini ar Comité de défense générale a oa bet savet e miz Genver 1793 dres goude lazhadenn Loeiz XVI. Adstummet e oa bet e miz Gouhere 1793 evit bezañ efedusoc'h.
Deiziad krouiñ | 6 Ebr 1793 |
---|---|
Perzhiad e | Dispac'h Gall |
Stad | Frañs |
Aozadur mamm | Koñvañsion vroadel |
Deiziad divodañ | 26 Her 1795 |
Palioù ar c'homite a oa difenn ar Republik ne ra forzh an doareoù kement a-enep an enbourien estren evit an enebourien diabarzh, stourm a-enep ar C'hentañ Kengevread hag ar Vendée emsavet. Dre ma oa ur mare brezel, ar c'homite a oa hollc'halloudus a-fed al luioù, ar galloud lezennel hag ar galloud kinnig lezennoù. N'eus ket un aozadur gouarnamantel a ne oa ket suj d'ar c'homite.
Aozadur ar galloud etre ar Goñvansion vroadel, ar C'homite hag ar Comité de sûreté générale
kemmañVotadeg hollek | | Montagnards Marais Girondins a anv +-----------------------+ a anv ------------------------| Koñvañsion vroadel | ----------------- | +-----------------------+ | | ^ | | | | +---------------------------+ | +-------------------------------+ | Comité de salut public |------------- | Comité de sûreté générale | +---------------------------+ a ginnig lezennoù +-------------------------------+ | evit barnañ an damallidi a anv ar Kannaded e c'hefridi | | +------------------------+ | | | Lezvarn reveulzier| | | +------------------------+ Ensellañ
an departamantoù Ensellañ
an armeoù