Crocodilia
| |||
---|---|---|---|
Krokodil an Nil
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Reptilia | ||
Urzhad : | Crocodilia | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Crocodilia a zo unan eus ar pevar urzhiad a ya d'ober ar stlejviled. Ennañ emañ an 23 spesad krokodiled, gavialed, kaimaned hag aligatored.
Doareoù pennañ
kemmañAn holl spesadoù-se a vev hag a chase en dour pe tost outañ. Azas eo o c'horf ouzh an elfenn-se : gwarezet eo o daoulagad gant un trede malvenn ha klapedoù a ya da stoufañ o divfronell hag o divskouarn. Ober a reont gant o lost evel gant ur stur evit dilec'hiañ buan en dour.
Hir ha kreñv eo o c'harvanoù ha lemm o dent. Rak-se eo diaes d'o freizhoù achap kuit diouzh o c'hrog.
O c'horf zo goloet gant ur c'hroc'hen kalet a c'hell bezañ kreñvaet c'hoazh gant skant a-wechoù.
Ar c'haiman korr eo ar spesad bihanañ (war-dro 50 cm e hirder) hag ar c'hrokodil-mor an hini brasañ (betek 7 metr e hirder hag 1 donenn e bouez).
Lec'h bevañ
kemmañBevañ a ra ar c'hrokodileged er rannvedoù trovanel hag istrovanel.
Kerentiadoù
kemmañ3 c'herentiad zo ennañ :
- Gavialidae (2 spesad)
- Alligatoridae (8 spesad)
- Crocodylidae (13 spesad)