Dastumad Borghese a vez graet eus un dastumad pezhioù arz, eus an Henamzer dreist-holl, savet gant ar c'hardinal Scipione Caffarelli Borghese (1587-1633), a oa niz d'ar pab Paol V, e penn-kentañ ar XVIIvet kantved e Roma. Delwennoù ha livadurioù eus an amzer-se a oa ivez, oberennoù diwar zorn mistri evel Caravaggio, Raffaello, ha Tizian, prenet gant ar c'hardinal, evel an div zelwenn penn-ha-bruched gant Gian Lorenzo Bernini.

Scipione Caffarelli Borghese


Bodet e oa an delwennoù marmor-se en ur genkiz pinvidik e diavaez Roma war an dorgenn Pincio. Etre 1778 ha 1784 e lakaas Marcantonio IV Borghese (1730-1800) kinnig an dastumad en un doare diouzh giz an amzer, gant skoazell an tisavour nevezklasel Antonio Asprucci (1723-1808).

E 1807 e voe prenet un toullad mat a bezhioù eus an Henamzer gant Napoleone Buonaparte digant e vreur-kaer, ar priñs Camillo II Borghese (1775-1832), met an darn vrasañ eus an oberennoù a c'haller gwelout er Galleria Borghese e Roma.

Ar c'hardinal Scipione Borghese a oa un dastumer oberennoù arzel meur ; eñ an hini a stagas gant an dastum hag a vernias ar muiañ a bezhioù. Deskrivet e oa bet e zastumad war un ton meuleudius e 1613 gant ar barzh Scipione Francucci.

E 1607, ar pab a roas d'ar c'hardinal 107 taolenn kemeret eus stal al livour Cavalier D'Arpino.

Er bloaz war-lerc'h e voe tennet Deposizione Raffaello e-kuzh eus chapel Baglioni en iliz San Francesco e Perugia, ha kaset da Roma d'ar c'hardinal Scipione gant ur motu proprio a-berzh ar pab, met diwezhatoc'h e rankas bezañ kaset en-dro.

E 1682 e teuas ul lodenn eus hêrezh Olimpia Aldobrandini en dastumad Borghese ; e-barzh e oa oberennoù eus dastumadoù ar c'hardinal Salviati ha Lucretia d'Este.

Ar Villa Borghese

Er Villa ez eus c'hoazh un toullad mat a bezhioù eus an dastumad, evel ar Galleria Borghese. Kalz a zelwennoù zo war ziskouez eno, tre el lec'hioù a oa bet lavaret o lakaat neuze, evel oberennoù kentañ Gian Lorenzo Bernini.

Oberennoù

kemmañ
 
Apollo e Dafne, gant Bernini
Livadurioù Caravaggio
Livadurioù arall


Gwelout ivez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1