David Hilbert
David Hilbert
David Hilbert e 1912
Deiziad ganedigezh 23 a viz Genver 1862
Aet da anaon 14 a viz C'hwevrer 1943 (81 bloaz) Göttingen, Alamagn
Lec'h ganedigezh Königsberg pe Wehlau, proviñs Prusia
Bro Alamagn
Micherioù Kelenner

Matematikour
Filozofour
Fizikour

Diplomoù Skol-veur Königsberg
Teoriennoù

David Hilbert, ganet d'an 23 a viz Genver 1862 e Königsberg (Proviñs Prusia, Rouantelezh Prusia d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'ar 14 a viz C'hwevrer 1943 e Göttingen (Trede Reich d'ar mare-se), a oa ur matematikour alaman[1].

Bet en doa graet e holl studioù en e gêr c'henidik[2] ha bet e oa bet kelenner e Skol-veur Königsberg (adal 1886) a-raok mont da Zürich (adal 1892) ha goude-se da vMünchen (adal 1893)[3]. Adal 1895 e voe kelenner e Göttingen betek koulz e leve e 1930.

Hiziv-an-deiz e vez sellet outañ evel unan eus brasañ matematikourien an XXvet kantved. Savet en deus bet meur a deorienn e tachenn ar matematik met ivez e hini ar fizik oc'h implij arguzennoù tachenn ar brederouriezh.

Deuet eo a-benn da stummañ studierien e-leiz, ul lod anezho o vezañ brudet mat evit bezañ bet enklaskerien pe dizoloerien e tachenn ar matematik evel : Otto Blumenthal, Felix Bernstein, Hermann Weyl, Richard Courant, Erich Hecke, Hugo Steinhaus ha Wilhelm Ackermann da skouer.

"Ma, n'en doa ket faltazi a-walc'h da vont da vatematikour", a voe respont Hilbert o klevet edo unan eus e studierien o paouez studiañ ar matematik hag o vont gant hent studiañ ar varzhoniezh.

Ouzh David Hilbert e vezo liammet da vat ar frazenn : "Wir müssen wissen, wir werden wissen" (e brezhoneg : "Ret eo deomp gouzout, gouzout a rimp") enskrivet ez eo bet war e vez e Göttingen.

Bez David Hilbert gant an enskrivadur brudet "Wir müssen wissen, wir werden wissen"

Labourioù

kemmañ

Chomet eo brudet David Hilbert evit e listennad 23 skoulm, lod anezho a zo chomet hep bezañ diskoulmet betek-en. Al listenn-se a oa bet embannet gantañ er bloavezh 1900 e-pad Bodad Etrevroadel ar matematikourien e Pariz. Listenn 23 skoulm Hilbert, pe listenn skoulmoù Hilbert, en deus bet levezonet hag e kendalc'h hiziv c'hoazh bed ar matematikoù. Evit lod ez eo al listenn glokañ a skoulmoù a vije bet embannet gant ur matematikour hepken.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  NODES
Note 2