Djouang

an itron XianCen Chunxuan
Huang XianfanWei Guoqing

Poblañs 18,540,000 (2010)
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus Sina, dreist-holl e Guangxi(Rannbarzh Emren Djouang e Guangxi), Yunnan (Wenshan) ha Guangdong(Lianshan)
Yezh Djouangeg, Mandarineg
Relijion Boudaegezh, Daoegezh
Pobloù tost Nung, Buyei

Unan eus ar 56 minorelezh c’houennel anavezet gant Republik Pobl Sina eo ar vDjouanged (Sinaeg: 壮族/壯族; pinyin: Zhuàngzú; djouangeg: Bouчcueŋь / Bouxcuengh). 18,540,000 e oant e 2010. E biz Sina, e Rannbarzh Emren Djouang e Guangxi (14,207,143 e oant e 2000), e proviñs Yunnan (1,144,021 e oant e 2000) - e rannvro Wenshan- e vev an darn vrasañ eus ar vDjouanged daoust ma' z eus un nebeud anezho o chom e proviñsoù Guangdong (e rannvro Lianshan, 570,200 e oant eno e 2000) ha Hunnan (e rannvro Yongzhou, 23,559 e oant eno e 2000).

War-dro 15 360 000 anezho (kontadeg 2010) a gomz o yezh c’hoazh. Gant ar sinaeg a ra a reoù arall. Ur yezh taiek-kadaiek eo ar djouangeg daoust m’he renk klaskourien ’zo en ur skourr dieub eus ar familh sinek-tibetek.

Relijion

kemmañ

Boudaiz eo ar vDjouanged met azeuliñ doueed lec’hel a reont ivez.

Gwelet ivez

kemmañ

= 

  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.
  NODES
Note 1
os 2