An Domesday Book, anavezet ivez evel Doomsday Book pe Winchester Book, zo ul levr a oa bet savet e Bro-Saoz e 1086 evit marilhañ douaroù ha madoù an holl dud a oa o chom er vro en amzer-se. Un doare renabl e oa eus madoù an holl er rouantelezh.

Ur bajennad diwar-benn Warwickshire en Domesday Book

Dont a ra anv al levr-se eus ar gerioù saoznek kozh "dom" (kontañ pe renabliñ) ha "day" (deiz), domesday a dalveze kement hag an deiz ma veze graet ar renabl, ar c’hontoù. Ar stumm all, Doomsday Book ("Levr ar Varn Diwezhañ"), a ra dave d’ar gredenn er relijion gristen ma vefe barnet an holl gant Jezuz Krist e fin ar bed.

Kontañ a reer e oa bet ar roue Gwilherm an Alouber, da Nedeleg 1085, o tivizout gant e guzulierien, e Gloucester, hag o kas tud dre Vro-Saoz a-bezh evit gouzout pegement a zouaroù hag a chatal a oa gant pep perc’henn douar ha petra e oa talvoudegezh ar madoù-se[1] Fellout a rae dezhañ gouzout hiroc’h diwar-benn ar vro a oa bet nevez-aloubet gantañ ha gallout sevel tailhoù. Ur renabl a voe savet, e latin ha gant gerioù e yezh ar vro, en hensaozneg, pa ne veze ket kavet ar gerioù latin a zeree gant ar skriver.[2].

Kaset e voe tud a-berzh ar roue dre ar vro evit sevel rolloù eus ar c’hêrioù, ar c’hêriadennoù, ar manerioù ar milinoù ha notenniñ bep taol petra e oa madoù ar berc’henned enno. Gant tud a iliz ha noblañsoù e voe graet al labour dre-vras ha gant menec'h e veze skrivet ar rolloù.

E gwirionez ez eus daou levr, distag : an eil anvet Little Domesday a bled gant Norfolk, Suffolk hag Essex ; hag egile, Great Domesday gant ar peurrest eus Bro-Saoz, war-bouez douaroù en hanternoz hag a oa stag lod anezho ouzh Bro-Skos en amzer-se (Westmorland, Cumberland, Northumberland ha Durham), ha gant tammoù bihan eus Kembre. Ne voe graet renabl ebet evit Londrez, Winchester hag un nebeud kêrioù all, dre ma oa kêrioù bras anezho ha ma vije bet luziet ober al labour enno moarvat.

Miret e voe an Domesday Book, da gentañ, e Winchester, a oa kêr-benn ar rouaned norman ha neuze e voe graet Book of Winchester (levr Winchester) anezhañ. Dindan ren Herri II, moarvat, e voe kaset teñzor ar gurunenn da Abati Westminster, gant al levr da-heul. Chom a reas e Westminster betek ren ar rouanez Victoria ha neuze e voe kaset d’ar Chapter House ha goude d’ar Public Record Office, e Londrez. Hiziv e c’haller gwelet anezhañ en National Archives e Kew.

E 2006, evit lidañ 900 vloaz an Domesday Book, e voe lakaet enlinenn skrid al levr penn-da-benn, gant un droidigezh saoznek eus an destenn latin. Gallout a ra an dud klask un anv-lec’h ennañ ha lenn ar pezh a gaver evit ar maner, ar gêr pe ar gêriadenn en anv-se.

Notennoù

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES
chat 1
Note 3