Eleonore Magdalene von der Pfalz

Eleonore Magdalene Therese von der Pfalz, pe von Neuburg, pe von Pfalz-Neuburg, ganet e 1655 ha marvet e 1720, a oa ur briñsez alaman, deuet da vout Impalaerez santel (1705-1720) diwar he dimeziñ da Leopold Iañ an Impalaeriezh santel. Rouanez Bohemia ha Hungaria (1676-1705) e oa ivez, hag Arc'hdugez Aostria. Rejantez e voe 1711. Mamm-gozh e oa da Maria Theresia.

Eleonore von Pfalz-Neuburg

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e miz Genver 1655 e Düsseldorf ha marvet e 1720 e Vienna da 65 vloaz.

Merc'h e oa da Philipp Wilhelm von der Pfalz (1615-1690), kont Pfalz-Neuburg, Dilenner Pfalz, ha da Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt (1635-1709). Ar bugel henañ e oa en ur ribitailh 17, en o zouez

Brudet e oa frouezhusted priñsezed Pfalz-Neuburg, ha klask a veze warne e lezioù Europa. Ne voe ket dislavaret ar vrud gant Eleonore.

Kurunennet e voe en 1689 gant arc'heskob Mainz, Anselm Franz von Ingelheim.

Chwitadenn

kemmañ

E 1673, pa varvas an infantez Marc'harid Tereza Aostria, pried kentañ Leopold Iañ an Impalaeriezh santel e oa an impalaer etre daou: dibab da bried pe Eleonore pe Claudia Felizitas von Österreich-Tirol. Ar priñs Wenzel Eusebius von Lobkowicz, kentañ ministr, a gave gwell e vije kemeret Eleonore. Klask a reas enebiñ ouzh an eured gant Claudia Felizitas, met aner e voe: diaes mont a-enep un dimeziñ gant ur briñsez eus an Tiegezh Habsburg.
Klask a reas an impalaerez nevez ober droug d'an den a oa bet prest d'he lakaat da goll ar gurunenn. Tamallet e voe dezhañ en em glevout e kuzh gant Bro-C'hall, ma voe bac'het e Ratnitz en Bohemia e1674.
Mervel a reas Claudia en 1676, hag Eleonore a zimezas neuze d'an Impalaer. Skoazellañ a reas bugale ar ministr kaezh, marvet er vac'h e 1677.

Pried hag impalaerez

kemmañ

Deol e oa Eleonore, ha karantezus ouzh he fried, a oa feal dezhi: ober a rae war e dro pa veze klañv. Ken skrivañ a rae gant ar c'hardinal italian Rannuzio Pallavicino, eus Bologna, dre hanterouriezh e sekretour Benenolla er bloavezhioù 1670.

He fried Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel a dremenas un darn vras eus e vuhez oc'h ober brezel en desped dezhañ. Saveteiñ a reas Europa eus aloubadeg an Durked o devoa lakaet seziz war gêr Vienna gant skoazell arme e vreur-kaer, an dug Charlez V Loren, ha hini roue Pologn Yann III Sobieski, a voe trec'h war ar sezizerien d'an 12 a viz Gwengolo 1683 en emgann Kahlenberg. Neuze e krogas ar brezel dieubiñ a echuas en 1699 gant feur-emglev Karlowitz (en serbeg Sremski Karlovci), ma voe daskoret da gurunenn Hungaria-Kroatia broioù Slavonia, Syrmia, Bácska ha Banat, hag a oa bet aloubet gant Soliman le Magnifique er [[XVIvet kantved.

 
Eured Eleonore hag an impalaer Leopold Iañ

He bugale

kemmañ

Dimezet e oa Eleonore en 1676 d'an impalaer Leopold, ha dek bugel o doe:

  NODES
Done 1
eth 3