Emgann Berlin
Emgann Berlin, pe Schlacht um Berlin, anvet Oberiadur Argadenn Straegiel Berlin gant an Unvaniezh Soviedel, pe Kouezhadenn Berlin, a oa bet an argadenn veur ziwezhañ war Talbenn Europa en Eil Brezel-bed.
Rann eus | Talbenn ar Reter |
---|---|
Arvez | history of Berlin |
Anvet diwar | Berlin |
Stad | Alamagn |
Lec'h | Berlin |
Daveennoù douaroniel | 52°31′7″N 13°22′34″E |
Deiziad | 2 Mae 1945 |
Deiziad kregiñ | 16 Ebr 1945 |
Deiziad echuiñ | 2 Mae 1945 |
Perzhiad | Trede Reich, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Provisional Government of the Republic of Poland |
Order of battle | order of battle for the Battle of Berlin |
Goude an Argadenn war ar Vistula–Oder e miz Genver-C'hwevrer 1945, al Lu Ruz a oa chomet da c'hortoz war ul linenn 60 km er reter da Verlin. D'an 9 a viz Meurzh, Alamagn he devoa savet ur steuñv evit difenn kêr Berlin. Anv ar steuñv a oa Oberiadur Clausewitz. Ar c'hentañ obererezhioù difenn e kelc'h-tro Berlin a oa bet kroget d'an 20 a viz Meurzh. Ar re-se a oa suj d'an den nevez e penn Strollad lu ar Vistula, ar jeneral Gotthard Heinrici.
Pa voe adkroget an argadenn soviedel d'ar 16 a viz Ebrel, e oa daou dalbenn (strollad arme) o tagañ Berlin : unan eus ar reter, unan all eus ar su. Un trede hini a flastras an nerzhioù lu alaman a oa en norzh d'ar gêr-benn.
A-raok ma krogfe Emgann Berlin, an Arme Ruz en doa kelc'hiet ar gêr goude bezañ bet trec'h e meur a emgann diouzh renk, dreist-holl Emgann Seelow hag Emgann Halbe. D'an 20 a viz Ebrel 1945, Devezh deiz-ha-bloaz Hitler, ar 1añ Talbenn Bielorusian renet gant ar Marechal Georgy Zhukov, o heuliañ hentoù eus ar reter hag eus an norzh a groge da ganoliañ kreiz-kêr Berlin. E-pad an amzer-se ar marechal Ivan Konev gant e 1añ Talbenn Ukrainian a freuze linennoù difenn ar Strollad Arme Kreiz hag a yae war-raok dre bannlev su ar gêr. D'an 23 a viz Ebrel ar jeneral Helmuth Weidling e oa lakaet e-penn an nerzhioù difenn e Berlin. Ar gwarnizon a oa savet gant divizionoù mac'hagnet ha dizurzhiet eus ar Wehrmacht ha Waffen-SS, gant nerzhioù diampart ar Volkssturm ha re an Hitlerjugend. Dindan doug ur sizhun an Arme Ruz a zeue a-benn da aloubiñ ar gêr a-bezh.
A-raok ma vefe echuet an emgann, Hitler hag ul lod pennoù bras eus an Trede Reich a emlazhe. Gwarnizon ar gêr a godianas d'an 2 a viz Mae met kenderc'hel a rae ar stourm er biz, kornôg, ha mervent Berlin ha kenderc'hel a raio betek fin ar brezel d'an 8 a viz Mae (9 a viz Mae evit an Unvaniezh soviedel). Lod unvezioù alaman o devoa stourmet evit terc'hout kuit ha kodianañ d'an gevredidi kornôgat e-serr d'ar gomunisted.