Emgann Gettysburg (saozneg: The Battle of Gettysburg) a oa bet un emgann stourmet etre ar 1añ hag an 3 a viz Gouhere 1863, tro-dro hag e kêr Gettysburg, Pennsylvania, etre nerzhioù lu an Unaniezh hag ar re Kengevreet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An emgann gwadushañ e voe da geñver an niver a c'holloù eus ar brezel a-bezh. Alies e vez lakaet war-raok evel an hini pouezusañ er brezel a roas an trec'h d'an Norzh. Lu ar Potomac, hini ar major jeneral George G. Meade a drec'has hini ar jeneral kengevreet Robert E. Lee, anvet Army of Northern Virginia. Roet e oa bet lamm da c'hoantoù Lee da aloubiñ tiriadoù an Norzh.

emgann Gettysburg
emgann
Rann euseastern theater of the American Civil War Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hAdams County Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°48′41″N 77°13′33″W Kemmañ
DeiziadGouere 1863 Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Gou 1863 Kemmañ
Deiziad echuiñ3 Gou 1863 Kemmañ
PerzhiadStadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika, George G. Meade, Robert Lee Kemmañ
Order of battleorder of battle at the Battle of Gettysburg, Gettysburg Confederate order of battle, Gettysburg Union order of battle Kemmañ
Map
Plan an dachenn emgann.
Kampagn Gettysburg (3 a viz Gouhere); fiñvoù ar varc'hegiezh gant linennoù-tiredoù.
  • ██ Kengevreet
  • ██ Unaniezh
  • Nerzhioù engouestlet

    kemmañ

    Unaniezh/ Norzh

    kemmañ
    Pennoù uhelañ lu an (Army of the Potomac)

    An Army of the Potomac, da gentañ dindan urzhioù ar Major Jeneral Joseph Hooker (Major Jeneral George G. Meade a gemeras plas Hooker e-penn al lu d'an 28 a viz even), uheloc'h evit 100,000 soudard renket hervez ar rannoù-se:[1]

    E-pad an hent war-zu Gettysburg, ar Major Jeneral Reynolds a oa penn tu kleiz al lu, ar penn pellañ war-raok gant ar Irst, IIIrd, ha XIth Corps[2]. Unvezhioù all an Unaniezh (ha ne oant ket en Army of the Potomac) a gemere perzh e Kampagn Gettysburg, met ne gemerjont ket perzh en Emgann Gettysburg. E-touezh ar re-se e oa adkavet lodennoù eus ar IV Corps, ar bezennoù ha soudarded stad eus an Department of the Susquehanna, gwarnizonoù lies, gant ul lod anezho en Harpers Ferry.

    Kengevreet/Su

    kemmañ
    Pennoù uhelañ lu an (Army of Northern Virginia)

    Goude marv trumm al Letanant Jeneral Thomas J. "Stonewall" Jackson goude Chancellorsville, Lee a adurzhias e Army of Northern Virginia (75 000 soudard) eus daou korfad troadegiezh da dri.[3]

    Kolloù

    kemmañ
     
    "The Harvest of Death": Soudarded marvet an Unaniezh war tachenn emgann Gettysburg, Pennsylvania, poltredet d'ar 5 a viz Gouhere 1863, gant Timothy H. O'Sullivan

    An div lu o devoa kollet etre 46 000 hag 51 000 soudard, tostik-tost d'un drederenn eus an nerhzioù engouestlet: 28% eus an Army of the Potomac ha 37% eus an Army of Northern Virginia. Kolloù an Unaniezh a oa bet 23 055 (3155 lazhet, 14 531 gloazet, 5369 prizoniet pe steuziet). Evit ar re Gengevreet eo diasoc'h gouzout ar sifroù. Meur a skiantourien o deus istimet e oa bet kollet 28 000 soudard. Hervez labour nevesoc'h Busey ha Martin (2005), Regimental Strengths and Losses at Gettysburg, e vez embannet 23 231 (4708 lazhet, 12693 gloazet, 5830 prizoniet pe steuziet). A-vras un drederenn eus ofiserien uheld Lee a oa bet lazhet, gloazet, pe prizoniet. En holl kolloù ar c'hampagn brezel evit an daou du a oa 57 225.

    Ouzhpenn bezañ an emgann marvusañ eus ar brezel diabarzh, Emgann Gettysburg a welas ivez an niver uhelañ a jeneraled lazhet ouzh ar stourm. Ar re Gengevreet o devoa kollet ar jeneraled Paul Jones Semmes, William Barksdale, William Dorsey Pender, Richard Garnett, ha Lewis Armistead, gant J. Johnston Pettigrew e-pad ar giladenn goude an emganne. E kostez an Unaniezh e oa bet kollet ar jeneraled John Reynolds, Samuel K. Zook, Stephen H. Weed, ha Elon J. Farnsworth, gant Strong Vincent ivez, a oa bet gloazet marvus hag enoret goude e varv evel jeneral brigadenn.

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ
    1. Eicher, pp. 502–503.
    2. Coddington, p. 122.
    3. Eicher, p. 503.
      NODES
    Note 3