Emgann Ia Drang a zo bet unan eus kentañ emgannoù gwirion ha start etre lu ar Stadoù-Unanet ha Lu Norzh Vietnam, harpet gant ar Viet Cong e-pad brezel Vietnam.

Emgann Ia Drang
Tamm eus Brezel Viêt Nam etre Talbenn broadel dieubidigezh Su Vietnam ha Norzh Vietnam ouzh SUA ha Su Vietnam
Emgann Ia Drang
Emgann Ia Drang

Maread 14 a viz Du 1965 - 18 a viz Du 1965
Lec'h Traonienn Ia Drang, Viêt Nam
Disoc'h amsklaer - an daou du a embannas bout trec'h
Emgannerien
Norzh Vietnam Talbenn broadel dieubidigezh
tro 2 000
SUA
tro 1 000
Pennoù-brezel
Chu Huy Man
Nguyễn Hữu An
Pham Cong Cuu (1/33)
La Ngoc Chau (7/66)
Le Xuan Phoi (8/66)
Nguyen Van Dinh (9/66)
Harry Kinnard[1]
Thomas W. Brown[1]
Harold G. Moore (1/7)
Robert McDade (2/7)
Walter B. Tully (2/5)
Niver a emgannerien
Norzh Vietnam Talbenn broadel dieubidigezh tro 1 000SUA tro 2 000
Sioul e tiskenn soudarded ar First Cavalry (airmobile) division war tachenn traonienn la Drang. A-benn nebeut ne vint ket ken disoursi.

Padet e oa etre ar 14 hag an 18 a viz Du 1965 etre div dachenn douarañ meneziek e-kreiz Republik Su Vietnam nepell diouzh Plei Mei. Emgann Ia Drang a oa ul lod eus oberiadur brezel Silver Bayonet kaset da benn gant soudarded an U.S. Airmobile.

Anv an emgann a zo deuet diwar anv ar stêr Drang hag a dreuz an draonienn e-kostez Plei Mei, lec'h ma voe an dachenn stourm. "Ia" a talvez "stêr" e yezh meuriad ar menezioù-se.

A-raok an emgann

kemmañ

Etre 1963 ha 1964 meur a c'hwitadenn soudardel ha bolitikel o deus bet lakaet bec'h bras war diazoù ha frammoù Lu Republik Su Vietnam (ARVN). Pennoù an ARVN o doa bet resevet urzhioù sklaer gant ar prezidant Ngo Dinh Diem da chom hep emgannañ a-grenn.

Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong) a brofitas evit engouestlañ ha gourdoniñ soudarded e-leizh hag al lu Norzh Vietnamian evit mont kuzh etrezek ar Su Vietnam. Evit talañ da gement-mañ ne oa nemet strolladoù-stourm ar CIA ha o oberiadurioù brezel klask ha distruj ("Search and Destroy") o implij biñsaskelloù tagañ gant roketennoù a lamme lod pennoù-bras ar Viet Cong.

Tro-dro da Emgann Ia Drang

kemmañ
 
Bruce Crandall hag Ed Freeman o kas sikour gant o bisaskell Huey d'ar soudarded gwallaozet e-kerzh emgann Ia Drang
  1. 1,0 ha1,1 Chapter 1: Fight at Ia Drang
  NODES
Note 1
os 5