D'ar 14 a viz Here 1806 e oa c'hoarvezet Emgann Jena (Jena en alamaneg, a zo en Alamagn hiziv an deiz). An trec'h a oa aet gant Napoleone Buonaparte, impalaer ar C'hallaoued, war ar Brusianed dindan urzhioù ar priñs Hohenlohe.

emgann Jena
emgann
Rann eusBrezelioù Napoleon Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Lec'hJena Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°57′0″N 11°34′30″E Kemmañ
Deiziad14 Her 1806 Kemmañ
PerzhiadImpalaeriezh C'hall Kentañ, Rouantelezh Prusia, Priñselezh Saks Kemmañ
Order of battleorder of battle during the Battle of Jena, Jena-Auerstedt Campaign Order of Battle Kemmañ
Map
An impalaer Napoleon dirak e soudarded a-raok emgann Jena, livadur gant Horace Vernet.

50 000 soudard a oa eus kostez al lu prusian ha 65 000 den a oa el lu bras renet gant Napoleone Buonaparte e-unan. En holl e oa bet lazhet pe gloazet 12 000 Prusian ha div wezh nebeutoc'h e tu ar C'hallaoued.

Er memes deiz e oa bet trec'h ar jeneral Davout war al lodenn all eus al lu prusian renet gant Dug Braunschweig e-doug emgann Auerstedt.

D'ar 27 a viz Here ez eas tre Napoleone Buonaparte e Berlin, kêr-benn Prusia, 10 mizvezh goude e drec'h war an Aostrianed en Austerlitz.

D'ar 7 a viz Gouere 1807 e voe sinet feur-emglev Tilsit : un hanter eus o ziriad a yeas digant ar Brusianed.

  NODES
Note 1