Emlazh
Emlazh (diwar em- ha lazhañ) a reer eus doare unan bennak da lakaat un termen d'e vuhez a-youl gaer. Alies e tegouezh diwar an dic'hoanag, hag a c'haller santout abalamour da gleñvedoù spered, da ziasterioù arc'hant pe sokial.
Iskevrennad eus | killing |
---|---|
Dibarder mezegel | psikiatriezh, bredoniezh |
Hashtag | suicide |
Oberour | suicide victim |
Gouzañverien | suicide victim |
Handled, mitigated, or managed by | suicide prevention |
ICPC 2 ID | P77 |
Doareoù d'en em lazhañ
kemmañDiforc'hioù zo hervez ar broioù. Setu an doareoù gwelet ar muiañ:
E Japan ez eus un doare hengounel d'en em lazhañ, anvet seppuku pe hara-kiri. Mervel a reer diwar zivouzellañ.
Abegoù
kemmañKemmañ a ra an abegoù hervez an amzer (istor), hervez ar vro, hervez oad an dud, ha hervez ar micherioù zoken.
Oad
kemmañEn em lazhañ a ra krennarded abalamour d'ar poanioù gouzañvet pe en o familh, pe er skol, a-wechoù abalamour da heskinerezh krennarded all.
En em lazhañ a ra tud kozh abalamour ma ne fell ket dezho gouzañv poanioù ar gozhni hag ar c'hleñved.
Micherioù
kemmañBrudet eo bremañ an emlazhoù kouerien, abalamour alies d'ar wask etre daouarn ar bankoù, ha d'al labour kalet.
Tud o deus en em lazhet
kemmañTud vrudet zo bet en em lazhet, a-wezhioù dre levezon ur spered romantel. En oberenn Die Leiden des jungen Werther, bet skrivet gant Goethe, en em lazh an dudenn bennañ dre ma ne c'hall ket seveniñ e garantez.
- Salvador Allende, bet prezidant Chile (lazhet marteze)
- Andreas Baader, ezel eus ar Rote Armee Fraktion (Rann an Arme Ruz)
- Walter Benjamin, prederour war an arz
- Pierre Bérégovoy, bet kentañ ministr Bro-C'hall
- Michel Bernanos, skrivagner gall
- Eva Braun, gwreg Adolf Hitler
- Paul Celan, barzh
- Kurt Cobain, kaner er strollad Nirvana
- Dalida, kanerez c'hall
- Gilles Deleuze, prederour gall
- Joseph Goebbels, rener nazi
- Hermann Göring, rener nazi
- Heinrich Himmler, rener nazi
- Adolf Hitler, pennrener an Trede Reich
- Marilyn Monroe, aktourez amerikan
- Kurt Tucholsky, skrivagner alaman
- Vincent van Gogh, livour nederlandat
- Virginia Woolf, skrivagnerez saoz
- Stefan Zweig, skrivagner aostrian
Da ziwall : klevet e vez a-wechoù e vije en em lazhet Sokrates, ar filozof gresian brudet. Evit gwir, barnet d'ar marv e oa bet : ha, d'ar mare, doare an Ateniz a veze lakaat an den kondaonet da lonkañ kontamm (kegid) ; dre se, ne oa bourev a lazhfe ebet, nemet an den kablus e-unan. A-hend-all, test eo Platôn (Phaidôn, 61 c - 62 c) e prezege groñs Sokratez a-enep d'an emlazh.