Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un tuadur reizhel eo an emrevelezh o tennañ 'an dud hag a didb kaout darempredoù reizhel gante o-unan kentoc'h evit gant tud all.

Ral a-wezh e vez kavet tud hag a zo emrevel nemetken, met diouzh an tu all eo raloc'h c'hoazh tud a bep seurt identelezh revel ha n'int ket emrevel war an dro.

Daoust ha ma vez lakaet ar pratikoù emrevel da bec'hed gant relijionoù 'zo, en o zouez ar gristeniezh ha gwechall e veze laket ar vugale da grediñ e kouezhfent klañv dre gaout plijadur reizhel dreze o-unan, bremañ eo anat ez eus un dra hep tamm arvar ebet evit ar yec'hed hag ouzhpenn-se e c'hoari ur rol e diorradur reizhel an dud.

Peurliesañ e talvez en em douchañ, dreist-holl an organoù genel pe gant an daouarn pe, raloc'h, gant ar genoù. A-hendall e vez implijet ivez c'hoarioù reizhel ispisial pe traoù boutin all evit en em reiñ plijadur reizhel.


Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
  NODES
Note 1