Eostig kuzh


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Muscicapidae
Genad : Luscinia
Anv skiantel
Luscinia megarhynchos
Brehm, 1831
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An eostig kuzh[1] (liester : eostiged kuzh)[2] pe eostig noz[3], Luscinia megarhynchos an anv skiantel anezhañ, a zo ur golvaneg plijus e gan hag a vez klevet diouzh an noz ha diouzh an deiz. Neizhiañ a ra e-barzh ar c'hoadoù, tost d'an dour, met kavet e vez ivez e-barzh al liorzhoù, ar bodoù-gwez hag ar gwerjeoù.

Etre 22 ha 24 cm eo e hed-eskell, ha war-dro 16 cm e uhelder ; etre 18 ha 27 g e bouez. Gell eo e blu ha hir e dreid.

Doareoù bevañ

kemmañ

Gant bizoù, kevnid pe amprevaned en em voueta.

 
Vioù Luscinia megarhynchos.

Degouezhout a ra etre miz Mae ha Mezheven. Neizh an eostig n'eo ket gwall gempenn, hag izel (30 cm a-zioc'h an douar) pe a-rez al leur zoken. Damc'hlas eo ar pevar pe bemp vi dozvet gant ar barez. War-dro 14 deiz e pad ar goradur. Etre 11 ha 12 deiz e pad an dishualerezh hag an nij a heuilh nebeut goude. An neizherezh kentañ a zegouezh e-pad an nevezamzer war-lerc'h. Betek c'hwec'h vloaz e vev an eostiged.

Isspesadoù

kemmañ

Tri isspesad zo dezhañ[4] :

Divroadeg

kemmañ

E miz Gwengolo e tivro an eostig etrezek Afrika issahara, o tremen dre strizh-mor Jibraltar.

Arouezioù

kemmañ

Hervez an hengoun e vez roet da c'houzout gant an eostig eo deuet an nevezamzer. Labous miz Mae eo-eñ, met arouez ar garantez eo an eostig dreist pep tra.

Lennegezh

kemmañ

Une aventure vus dirai,
Dunt li Bretun firent un lai ;
Laüstic ad nun, ceo m’est vis,
Si l’apelent en lur païs ;
Ceo est russignol en franceis
E nihtegale en dreit engleis.

— Dornskrid Harley 978, f° 144, British Museum, London

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Pêrig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, 1998, niv.213, p.5.
  2. Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  3. Ibid.
  4. Luscinia megarhynchos war al lec'hienn Avibase
  NODES
INTERN 2
Note 3