Ur pennad Eremburga zo ivez.

Eremburga Maine pe Erembourg, Eremburge, Aremburge (1096- 1126) a voe kontez Maine hag itron Château-du-Loir adal 1110 betek he marv. Merc'h e oa da Élie Iañ La Flèche, kont Maine, ha Mathilde Château du Loir.

Eured ha bugale

kemmañ

E miz Gouhere 1110 e timezas da Foulk V, kont Anjev ha Teurgn.

Pevar bugel he doe :

Goude he marv e 1126 (d'ar 15 a viz Genver pe d'an 12 a viz Here) e roas Foulk e zouaroù d'o mab Jafrez, ha kuit ez eas d'an Douar Santel, ma timezas da Melisenda, rouanez Jeruzalem, ma teuas da vout roue Jeruzalem.

Eremburga el lennegezh

kemmañ

Meneget eo gant François Villon er varzhoneg Ballade des dames du temps jadis er frazenn  : Aremburgis qui tint le Maine.[1]

Notennoù

kemmañ
  1. François Villon, « Le Testament », Œuvres, Garnier, 1962, p. 32 ; Aremburgis (pe Haremburgis) eo furm latin Eremburga, un anv meneget ivez er Gesta pontificum cenomanensium: André Mary, in François Villon, op. cit., p. 228.
  NODES
Note 2