Ur fellasion(Daveoù a vank) pe ur chukadenn[1], zo un darempred revel a vez graet pa vez sunet pe lipet kalc'h ur gwaz, gant ur vaouez pe gant ur gwaz all. Implijout a reer ivez an droienn "Dibluskañ kig" evit ober anv eus an ober-se[2].

An ober-se a c'hall bezañ plijus evit an daou berzhiad, hag a c'hell kas an hini zo sunet betek skrijañ[3],[4].

En darn vrasañ eus ar broioù n'eus ket a lezennoù a-enep an ober-se, daoust ma c’hall bezañ un tabou, un dra berzet, e lod eus ar sevenadurioù[4].
Lod a c'hall nac'h pe bezañ a-enep an ober-se abalamour d'o choaz personel, d'ar pezh a blij dezho pe get, pe d'un inhibadur revel[4]. Peurliesañ ne weler ket an ober-se evel un dra hag a laka an eil pe egile eus ar berzhidi da goll e werc'hted, daoust ma c'hall bezañ menoioù disheñvel diwar-benn ar c'hraf-se[5],[6].

An ober

kemmañ

Ur flouradenn hepken e c'hall bezañ, evit lakaat ar c'hoant da sevel, a-raok stagañ gant oberoù all. Gallout a ra bezañ un doare da lakaat ar gwaz da strinkañ e sper, pe er genoù pe e-kichen.
Implijet e vez evit reiñ plijadur hag a-wechoù, ouzhpenn, evit mirout a gaout bugale. Unan eus doareoù an hilastalañ eo neuze ivez.

Riskloù

kemmañ

Aliet hag erbedet e vez diwall diouzh kleñvedoù a c'hallfe tremen eus an eil d'egile evel-se gant tud ha ne daolfent ket pled a-walc'h ouzh o naetadurezh.
C'hoarvezet ez eus bet gant gwazed bezañ spazhet gant dent o c'henc'hoarier(ez) : un ober a fiziañs eo bezañ chuket eta.

Emsunañ

kemmañ

An emsunañ zo ur chukadenn graet gant ur gwaz dezhañ e-unan. Daoust ma seblant dibosubl e vez diskouezet en arz a-wechoù.

Levrlennadur

kemmañ

Pennadoù-kar

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, FELLATION, p. 569.
  2. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 1992.
  3. Wayne Weiten, Margaret A. Lloyd, Dana S. Dunn, Elizabeth Yost Hammer (2008). Psychology Applied to Modern Life: Adjustment in the 21st century. Cengage Learning. p. 422. (ISBN 978-0-495-55339-7).
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Janell L. Carroll (2009), Sexuality Now: Embracing Diversity., Cengage Learning. pp. 265–267, (ISBN 978-0-495-60274-3). Archived from the original on October 13, 2013. Retrieved August 29, 2013.
  5. Laura M. Carpenter, Virginity lost: An Intimate Portrait of First Sexual Experiences, NYU Press. 2005, pp. 295 (ISBN 978-0-8147-1652-6)
  6. Bryan Strong, Christine DeVault, Theodore F. Cohen. Marriage and Family Experience: Intimate Relationship in a Changing Society, Cengage Learning. p. 186, (ISBN 978-0-534-62425-5). "A-du emañ ar pep brasañ eus an dud da lavaret e chom un den gwerc'h keit ha ma n'en deus ket darempredoù revel (er forzh). A-wezhioù avat e klever tud zo komz eus "gwerc'hded teknek" [...] Diskouez a ra ar roadoù ez eus prenet skiant eus ar seks gant ar genoù gant ul lodenn vras eus ar grennarded, ha pa n'o defe ket bet a zarempredoù rev, ha gant se e c'hallont soñjal ez int gwerc'h [...] Enklaskoù all, enklaskoù gouestlet da goll ar werc'hded peurgetket, a ziskouez ez eus 35% eus an dud werc'h, termenet evel tud ha n'ho deus bet biskoazh darempredoù revel dre ar forzh, hag o deus bet unan pe meur a furm obererezh revel heteroseksuel koulskoude (da skouer seks gant ar genoù, seks gant ar penn a-dreñv, pe masturbadur eskemmet)."
  NODES
Note 2