Femme fatale
Ar femme fatale zo un anv gallek, adkemeret e kalz yezhoù all, a vez graet eus un dudenn el lennegezh (adkemeret goude er fiñvskeudennerezh), hag a zo ur vaouez a zegas ar marv d'an dud, hag a c'hallfe bezañ matezh an Ankou e brezhoneg neuze, pe da vihanañ droukchañs d'ar wazed hoalet ganti.
Kavet e vez e mojennoù an holl vroioù hag a-hed istor al lennegezh, gwech evel morganez, pe sunerez-gwad, diaoulez pe sorserez, gwech evel soudardez, spierez, ha micherioù all c'hoazh. Sachañ a ra gwazed dinerzh daveti, paket e rouedoù o c'hoant.
Unan eus penntudennoù al lennegezh hag an arz eo eta, abaoe hor mamm Eva. Galloudoù hud he deus, teogiñ a ra he freizh, ur gwaz (peurliesañ) eta, evel pa vije un diaoulez tec'het eus puñs an ifern, o c'hoari gant he c'hened, gant he hoal, ha gant ar c'hoant c'hwezhet er wazed, da gas he mennozh kuzh da benn-vat.
Met ouzhpenn gant he c'horf e oar c'hoari ha mont a ra betek livañ gevier ha mont dre nerzh. Gant kontell pe kontamm e oar ober ivez.
A-wechoù avat ne vez nemet ur paourkaezh plac'h paket e rouedoù an tonkadur, evel er film du The Lady from Shanghai e 1948 .
Mojennoù hag istor
kemmañEn amzerioù kozh ec'h anavezed:
- an doueez Ishtar, e Sumer,
- Eva, Lilith, Delilah, Judit, Salome er Bibl
- Afrodite, e mojennoù Hellaz, ha Kirke, Kalypso, Medea, Lamia ; Elena Troia hag he c'hoar Klitemnestra; ouzhpenn ar maouezed ez eus ivez boudoù hanter loen, hanter maouez;
- Kleopatra, en istor Roma, a lubanas daou bolitikour roman, Julius Caesar, ha Marcus Antonius; abalamour da se e voe gwall vrudet gant ar Romaned, ha neuze e teuas da vezañ pimpatrom ar femme fatale eus broioù ar reter, kevrinus, galloudus, ha dañjerus .
- Hürrem Sultan e Turki,
- Marc'harid Bourgogn
- Carmen, en oberenn Prosper Mérimée, hag er c'hoarigan.
- Milady de Winter, e romant Alexandre Dumas (tad), Les Trois Mousquetaires, a denn un tamm da Mata Hari.
- Justine, e The Alexandria Quartet, gant Lawrence Durrell.
E Breizh
kemmañE Breizh e kaver Dahud, Izold, Morgana, Mari Vorgan, ha korriganezed ha kannerezed-noz.
Anavezet eo ivez en Azia, hag e Sina ez eus bet tamallet priedoù-kleiz da vezañ bet kiriek da wanded pe mont da get tierniezh pe dierniezh.
Eus ar Grennamzer d'an XIXvet kantved
kemmañEva an hini a enkorfe dañjerioù revelezh ar merc'hed hervez kredennoù ar Grennamzer. Fata Morgana a ranno an enor-se ganti adal ar mare-se.
En XIXvet kantved, e-kerzh ar Romantelezh, e vleunio ar femme fatale, e barzhonegoù evel re John Keats, La Belle Dame sans Merci dreist-holl, ha Lamia.
Oberennoù an XXvet kantved
kemmañAr femme fatale zo bet poltredet evel ur sunerez-gwad ; gant he hoal e tenn o nerzh hag o frankiz digant he serc'heged. Rudyard Kipling zo bet awenet e 1897, gant ur sunerez-gwad livet gant Philip Burne-Jones, ur skeudenn aroueziek eus ar marevezh, da sevel e varzhoneg "The Vampire". Brudet e voe ar skrid ken e voe, hag an diskan "A fool there was...," a ra anv eus un den hoalet gant ar sunerez-gwad, a deuas da vezañ ur film hag a reas berzh e 1915, hag anvet A Fool There Was gant Theda Bara evel sunerez gwad an den kaezh.
Ar vaouez-se eo an dudenn greiz e filmoù evel Body Heat, gant Kathleen Turner, The Last Seduction, gant Linda Fiorentino, Fatal Attraction, gant Glenn Close, ha Basic Instinct, gant Sharon Stone.
Ar wazed, mevelien ar marv
kemmañE-touez ar wazed se e lakaor Don Juan, Heathcliff er Wuthering Heights, an darn vrasañ eus harozed ar barzh saoz Lord Byron (ar "Byronic hero"), Drakula, Harthouse en Hard Times gant Charles Dickens', Georges Querelle Querelle de Brest gant Jean Genet, James Bond en oberenn Ian Fleming ha Tom Ripley e romantoù Patricia Highsmith[1].
Liverezh
kemmañOberennoù
Filmoù
kemmañ- Der blaue Engel, gant Marlene Dietrich en ur film gant Joseph Sternberg e 1930
- Gilda e 1946, gant Rita Hayworth
- Femme fatale (film) gant Rebecca Rominj, en ur film aozet gant Brian de Palma e 2002.
- Basic Instinct, gant Sharon Stone
Skeudennoù
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Mario Praz (1951) The Romantic Agony: 53-95
Levrlennadur
kemmañ- Toni Bentley (2002) Sisters of Salome.
- Bram Dijkstra (1986) Idols of Perversity: Fantasies of Feminine Evil in Fin-De-Siecle Culture, (1986) ISBN 0-19-505652-3.
- Bram Dijkstra (1996) Evil Sisters: The Threat of Female Sexuality in Twentieth-Century Culture, (1996) ISBN 0-8050-5549-5
- Elizabeth K. Mix Evil By Design: The Creation and Marketing of the Femme Fatale, ISBN 978-0-252-07323-6.
- Mario Praz (1951) The Romantic Agony. See chapters four, 'La Belle Dame Sans Merci', and five, 'Byzantium'.
Liammoù diavaez
kemmañ- No Place for a Woman: The Family in Film Noir
- High Heels on Wet Pavement: film noir ha femme fatale
- Marling, William: Characteristics of Hard-Boiled Fiction:The Femme Fatale
- PERSONALITY DISORDER AND THE FILM NOIR FEMME FATALE by Scott Snyder
- The Greatest Femmes Fatales American Movie Classics Filmsite