Fernando Pessoa
Fernando Pessoa, pe Fernando António Nogueira de Seabra Pessoa, ganet e 1888 ha marvet e 1935, zo ur skrivagner portugalek ha saoznek. Gwelet e vez evel unan eus brasañ barzhed portugalek, hag e lennegezh ar bed zoken, ha lakaet eo a vent hag er memes rummad a Luís de Camões. Hervez ar skridvarnour Harold Bloom eo bet "ur prof deus ar portugaleg d'ar bed".
Skrivet en deus ivez e saozneg ha galleg, ha troet zoken diwar ar yezhoù-se .
- "Amo como ama o amor. Não conheço nenhuma outra razão para amar senão amar. Que queres que te diga, além de que te amo, se o que quero dizer-te é que te amo?" Fernando Pessoa
E vuhez
kemmañE miz Gouhere 1893, pa oa pemp bloaz ar paotrig, e varvas e dad, Joaquim de Seabra Pessoa, diwar an droug-skevent. A vec'h c'hwec'h miz goude, e miz Genver, eo e vreurig Jorge a dremenas, oadet hag ur bloaz. Adpriediñ reas e vamm, Maria Madalena Pinheiro Nogueira, e miz Kerzu 1895. E deroù 1896 gant e vamm ez ejont e kêr Durban, da chom, kêr-benn trevadenn Natal, a oa da neuze e piaou ar Saozon, ma oa bet anvet e dad-kaer João Miguel dos Santos Rosa, ofiser en arme, konsul Portugal. Da gentañ e voe skoliataet Fernando Pessoa e skol Sant Joseph, renet gant leanezed gall hag iwerzhonat. Evel-henn yeas d'an Durban High School e miz Ebrel 1899, ma teuas da vout saozneger ampart ha ma voe douget d'al lennegezh saoznek. E miz Du 1903 e tremenas un arnodenn saoznek aozet gant skol-veur ar Goanag Mat (hiziv University of Cape Town), dezhañ voe roet ar priz nevez-aozet Queen Victoria Memorial Prize. A-benn prientiñ antre d'ar skol-veur ec'h heulias kentelioù-noz e-kerz ur bloaz, e skol genwerzh Durban. Kregiñ reas d'ar c'houlz-se, skrivañ istorioù e saozneg, a sine darn gant an anv David Merrick, hogen n'echuas ket ar pep brasañ dionte.[1]
Enbroet e Lisboa, harluet ennañ e-unan (1905-1911)
kemmañEn 1905, da seitek vloaz, e laoskas e vamm e Durban, ha mont da chom e Lisboa, evit studiañ an diplomategezh en ur skol-uhel a zeuas da vout, skol-veur al lizhiri e 1911. Gant div voereb e veve, asambles gant e vamm-gozh a-berzh tad, a droe da follez, bep an amzer, Dionísia Perestrelo de Seabra. Bresk ha blin oa e yec'hed dezhañ. Pessoa a varvas diwar re a voeson d'an 30 a viz Du 1935 e Lisboa, kouezet en digenvez peuzdianav. N'eo nemet dek vloaz goude e varv (adalek ar bloavezhioù 1980 betek 2000), ma voe embannet lodenn vrasañ e oberennoù. Meulet bras e voe gant Octavio Paz, Roman Jakobson hag an Italian Antonio Tabucchi, hag hiviziken e vez gwelet e-touez brasañ skrivagnerien ha prederourien an XXvet kantvet, evel Rilke, Joyce pe c'hoazh Kafka.
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Zenith, Richard (2008), Fotobiografias Século XX: Fernando Pessoa, Lisboa: Círculo de Leitores.