Formentera eo an hini vihanañ eus an inizi annezet en enezeg ar Balearez, e Spagn.

Ar gwel war an enezenn, eus La Mola

Emañ war-hed 5 km er c'hreisteiz da Eivissa. En em astenn a ra war 83 km².

Bevañ a ra diwar an touristerezh dreist-holl. Kalz siouloc'h eget an inizi all eo avat, abalamour ma ne c'haller erruout betek Formentera nemet gant ar vag a zeu eus Eivissa, tra ma vez kirri-nij o touarañ war an inizi all.

Annezet eo Formentera gant 9 552 den (2009). Sant Francesc de Formentera eo ar gêr-benn hag ar porzh brasañ.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1