Ger diskouezañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger diskouez pe ger diskouezañ[1] (saoz: demonstrative) evit komz eus termenoù deiktel hag a dalvez da spisaat da betra pe da biv emeur oc'h ober dave hag evit disrannañ an daveennoù-se diouzh elfennoù all.
Peurliesañ e vez implijet gerioù diskouez evit lec'hiañ daveennoù e-keñver ar c'hennarroud fizikel, met e meur a yezh e c'hellont talvezout ivez da elfennoù deiktikel divizel, da lâret eo, oc'h ober dave da elfennoù an diviz (an origo) kentoc'h evit da elfennoù er gwirvoud.
Perzhioù kevreadurezhel
kemmañAlies a-walc'h e vez graet an diforc'h gant yezhoù ar bed etre anvioù-gwan diskouez (pe gerioù diskouez stag) diouzh un tu ha raganvioù diskouez (pe gerioù diskouez distag) diouzh an tu all, da skouer :
- Anvioù-gwan diskouez
Implijet stag ouzh un anv-kadarn. Bez' e c'hellont bezañ implijet o-unan penn pe a-gevret gant ar ger-mell strizh, da skouer :
- Gant ar ger-mell strizh: Saozneg
- This apple is good.
- ("An aval-mañ")
- Gant ar ger-mell strizh: Gresianeg
- Αυτό το παιδί
- ("Hennezh.ar.bugel" = "Ar bugel-mañ")
E sinaeg e ranker implijout ur rannig spisaat da heul an anvioù-gwan diskouez atav:
- Gant ur rannig spisaat: Sinaeg
- 这本书 (Zhe ben shu)
- {[Hennezh.rannig spisaat].levr]}
- ("Al levr-mañ")
- Lostgerioù diskouez
E brezhoneg e vez implijet lostgerioù, da lâret eo morfemennoù stag penn-da-benn, e lec'h anvioù-gwan, liammet ouzh ar ragverboù lec'hiañ "amañ", "aze" hag "ahont", da skouer :
- "An den-mañ
- "An den-se
- "An den-hont
Staget e vezont ouzh ur frazenn anv en he fezh kentoc'h evit ouzh an anv-kadarn spisaet gant ar ger diskouez war-eeun ma vez staget un anv-gwan outañ, keñveriit da skouer :
- Brezhoneg
- "An taolioù bras-se/hont"
- {[frazenn-anv.anv-gwan].lostger diskouez}
- Saozneg
- "Those big tables"
- {anv-gwan diskouez.[anv-gwan.anv-kadarn]}
- "An taolioù bras-se/hont"
- Raganvioù diskouez
Implijet e lec'h un anv-kadarn, da skouer :
- "Hemañ (gourel, unander)
- "Honnezh" (benel, unander)
An niver hag ar jener
kemmañE brezhoneg ne reer diforc'h ebet hervez ar jener evit a sell ouzh ar raganvioù diskouez liester ("ar re" + "-mañ"/"-se"/"-hont")), daoust ha ma vez diforc'het gant ar raganvioù diskouez unan ("hennezh" ~ "honnezh"), ha gant al lostgerioù hag a dalvez da anvioù-gwan diskouez (anv + "-mañ"/"-se"/"-hont") ne diforc'her nag etre an niver nag etre ar jener.
E yezhoù all avat, evel ar galizeg, e implijer 15 stumm disheñvel dre diforc'hañ etre an anvioù-gwan diskouez hag ar raganvioù diskouez diouzh un tu hag ivez etre an niver (liester ebet evit ar raganvioù diskouez amresisaat) hag ar jener:
Derez | Niver | Anv-gwan (gourel) |
Anv-gwan (benel) |
Raganv |
---|---|---|---|---|
Plaen | Unander | este | esta | isto |
Liester | estes | estas | — | |
Tost | Unander | ese | esa | iso |
Liester | eses | esas | — | |
Pell | Unander | aquel | aquela | aquilo |
Liester | aqueles | aquelas | — |
Diouzh an tu all, e spagnoleg daoust ha ma ne vez ket implijet stummoù ispisial evit ar raganvioù diskouez damresisaat e vez graet an diforc'h etre stumm ar raganvioù ha stumm an anvioù-gwan betek 24 stumm en holl, da skouer :
- Este hombre
- ("An den-mañ)
- Éste
- ("Hemañ")
Derezioù
kemmañKemmañ a ra a yezh da yezh an niver a derezioù diforc'het gant ar gerioù diskouez, da lâret eo pellder diouzh an hini a zo o komz hag an hini emeur o komz outañ/i.
E yezhoù 'zo, en o zouez an alamaneg hag ar yezhoù skandinavek, n'eus diforc'h derez ebet hag e vez implijet ur rummad gerioù diskouez nemetañ, da skouer :
- Un derez: Alamaneg
- Derez nemetañ
- Dieses Mädchen
- ("Ar plac'h-mañ/-se/-hont") den-mañ"
- Derez nemetañ
Mar bez ezhomm avat e c'hell bezañ spisaet resisoc'h daveennoù an anvioù-kadarn implijet gante seurt anvioù-gwan spisaat (implijet ivez dreze o-unan evel raganvioù spisaat a-hendall) dre ouzhpennañ ragverboù lec'hiañ, da skouer :
- Dieses Mädchen hier
- ("Ar plac'h-mañ/-se/-hont amañ = " Ar plac'h-mañ")
- Dieses Mädchen da
- ("Ar plac'h-mañ/-se/-hont aze = " Ar plac'h-se/-hont")
E meur a yezh, en o zouez ar galleg hag ar saozneg e vez graet un diforc'h etre daou derez, an derez tost (saoz. proximal) hag an derez pell (saoz. distal), da skouer :
- Daou derez: Saozneg
- Derez tost
- "An den-mañ"
- Derez pell
- "An den-se"
- Derez tost
Evel meur a yezh all avat, en o zouez ar spagnoleg, e vez graet an diforc'h e brezhoneg etre tri derez pellder. E spagnoleg e vezont merket gant anvioù-gwan keit ha ma vezont merket gant lostgerioù stag e brezhoneg:
- Tri Derez (lostgerioù: Brezhoneg<:u>
- Derez plaen
- "An den-mañ"
- Derez tost
- "An den-se"
- Derez pell
- "An den-hont"
- Derez plaen
- Tri Derez (anvioù-gwan): Spagnoleg
- Derez plaen
- ''Esta manzana
- ("An aval-mañ")
- Derez tost
- ''Esa manzana
- ("An aval-mañ")
- Derez pell
- Esa manzana
- ("An aval-mañ")
- Derez plaen
Gant yezhoù zo, e vez diforc'het pevar derez disheñvel, da skouer :
- Pevar Derez (anvioù-gwan): Samieg an norzh
- Derez plaen
- Dát biila
- ("Ar c'harr-tan-mañ"
- Derez tost
- Diet biila
- ("Ar c'harr-tan-se" - tost ouzhit)
- Derez pell
- Duot biila
- ("Ar c'harr-tan-se - pell-walc'h diouzimp hon-daou)
- Derez pellañ
- Dot biila
- ("Ar c'harr-tan-hont - pell-tre diouzimp hon-daou)
- Derez plaen
Diforc'hioù all a vez graet ivez gant meur a yezh nann-europek, da skouer ma vez kavet an daveenn uheloc'h pe izeloc'h evit an hini a zo o komz, hervez ma c'heller he gwelet pe get pe hervez ma reer dave d'un dra en e bezh pe a-dammoù. Brudet-meur eo an inuktitut dre ma vez graet meur a diforc'h gantañ.
Deiktelezh divizel
kemmañOuzhpenn ar fed ma talvez ar gerioù diskouez da lec'hiañ o daveennoù er gwirvoud fizikel e c'hellont talvezout ivez da elfennoù deiktel o liammañ elfennoù an diviz ouzh elfennoù divizel all, da skouer :
- "Berr eo ar frazenn-mañ"
- I said he was fat. He didn't like that
- ("Lâret a ris e oa tev. Ne blijas ket (se/an dra-se) dezhañ")
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Ger diskouezañ, e Yezhadur Kervella, 1947.