Un elfenn gimiek eo ar germaniom ; Ge eo e arouez kimiek, 32 e niver atomek ha 72,64 e dolz atomek. Ur metaloid eo ar germaniom.

Germaniom
GalliomGermaniomArsenik
Si
Ge
Sn
taolenn beriodek, Germaniom
taolenn beriodek, Germaniom

Niver atomek 32
Rummad kimiek Metaloid
Strollad 14
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d10 4s2 4p2
Niver oksidadur +2, +4
Tredanleiegezh 2,01
Skin atomek 187
Tolz atomek 72,64



Sina eo ar c'henderc'her germaniom pennañ er bed (80 000 tonennad e 2011[1], dirak Rusia (5 000 t) ha Stadoù-Unanet Amerika (3 000 t). Ouzhpenn da gement-se, 30 000 t a c'hermaniom a voe kenderc'het er broioù all e 2011.

E 1869 e skrivas Dmitriy Mendeleyev en e Daolenn, linenn 10 : C=12 Si=28 ?=70 Sn=118 ; rakjedet en devoa neuze e vije un elfenn naturel he zolz atomek dambar da 70, etre ar silikiom hag ar staen.
E 1885 e voe dizoloet en ur vengleuz ur meinad nevez aozet gant arc'hant, sulfur hag un elfenn dianav. Gant ar c'himiour Clemens Alexander Winkler e voe termenet an elfenn nevez-se e 1886, ar maenad o vezañ Ag8-?-S8. Diwar anv latin e vro, Germania, e vadezas Clemens Winkler an elfenn nevez.
Abalamour ma 'z eo perzhioù ar germaniom tost da re an arsenik 33As ha da re ar stibiom 51Sb e voe goulennoù a-zivout lec'h ar germaniom e Taolenn D. Mendeleyev, hogen dre m'en devoa ar c'himiour rusat rakwelet e vije un elfenn gant perzhioù kar d'an hini nevez-dizoloet e voe divizet e oa 32Ge an elfenn-se, ar pezh a voe kadarnaet pa c'hallas C. Winkler dielfenniñ 500 kg eus ar maenad e 1887.

Perzhioù

kemmañ

Kimiek

kemmañ

Ur metaloid lufrus gwenn-arc'hriz eo ar germaniom. Damheñvel eo e berzhioù kimiek ouzh re e amezeien e strollad ar c'harbon, ar silikiom hag staen.
Evel ar silikiom e tazgwered gant an oksigen en natur, hogen re gizidik eo ouzh an oksigen setu ne vez ket kavet germaniom glan war an douar (pa gaver silikiom en e stumm glan). Da ledreüzenn e tro ar germaniom pa vez puraet.

Digemm e chom pa vez lakaet da zaremprediñ aer, dour, ur vazenn hag an darn vuiañ eus an trenkennoù — gant an drenkenn nitrek HNO3 avat e vez peuroksidet.

Izotopoù

kemmañ

Pemp izotop eus ar germaniom a gaver war an Douar : 70Ge, 72Ge, 73Ge, 74Ge ha 76Ge, a zo un tammig skinoberiek.
An izotop 74Ge a gaver an aliesañ, 36 % eo e builhder naturel (da lavaret eo ez eus 36 % eus 74Ge er germaniom a gaver en natur).
Pa vez bombezennet gant rannigoù A e ro an izotop 72Ge an izotop 72Se (Seleniom) en ur zistagañ elektronoù karget a c'hremm ; neuze ez arverer 72Ge kemmesket gant radon da fardañ daspugnerioù atomek.

Pa vez e-unan (tennet eus ur maenad) e vez ar metaloid germaniom arveret evel ul ledreüzenn en transistorioù, a voe an diazez eus an ardivinkoù elektronek arnevez kentañ ; e-pad un dek bloavezh bennak e voe ar germaniom an elfenn nemeti a veze implijet da sevel transistoroù, hogen 2 % hepken eus an ardivinkoù elektronek a-vremañ zo diazezet war ar germaniom, a zo bet erlec'hiet gant ar silikiom dreistpuraet. Ar c'hendeuzad silikiom-germaniom (Si-SiGe) avat a vez implijet en ardivinkoù a-vremañ peogwir ez eo kalz buanoc'h eget ar silikiom.
Un implij all zo bet kavet d'ar germaniom koulskoude : fardañ GeO2, a vez arveret en neudennoù luc'hek a ya da sevel ar rouedadoù pellgehenterezh a gas an ditouroù niverel dre ar bed a-bezh.

Er c'helligoùigoù-heol e vez implijet ivez, evel el lestrig-ergerzher Curiosity a zo war ar blanedenn Meurzh.
E Japan hepken ez arverer GeO2 evel trelusker da fardañ ar mezell PET, da lavaret eo polietilen tereftalat (C10H3O4)n.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

  NODES
INTERN 1
Note 3