Alias Godzilla
Bro orin Bayonne, Bro-C'hall
Doare(où) Death metal
Thrash metal
Progressive metal
Groove metal
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1996
Label(ioù) Prosthetic (Etrevroadel)
Listenable (Bro-C'hall)
Lec'hienn ofisiel www.gojira-music.com

Izili Joe Duplantier
Mario Duplantier
Christian Andreu
Jean-Michel Labadie

Gojira zo ur strollad sonerien death metal euskarat savet e 1996 e Baiona. Godzilla e oa anv ar strollad betek 2001. Nerzhus, sonioù boud, trivliadus, hag heson, a-wechoù feulz, ha gorrek war unj dro. Ar strollad zo ennañ Joe Duplantier kaner ha gitarour, hag e vreur Mario Duplantier tabouliner, Christian Andreu gitarour ha Jean-Michel Labadie gitarour-boud.

Abaoe m'eo bet savet, Gojira eo chomet divrall (pezh a zo ral evit ur strollad underground), en deus embannet pevar albom studio, un albom live, ur single hag un DVD. Anavezet eo ar strollad evit e gomzoù liammet ouzh an endro.

Penn-kentañ ha Terra Incognita (1996−2002)

kemmañ

Gojira a oa bet savet e 1996 e Ondres, e Su Bro-C'hall, ur gêriadenn e-kichen Baiona, gant ar vreudeur Duplantier (Joe ha Mario) a son ar gitar hag ar batri, ar gitarour Christian Andreu hag ar soner gitar-boud Jean-Michel Labadie. Sonadegoù o doa kroget ober ha da enrollañ gant an anv Godzilla , evit o demo kentañ : Possessed e 1998.[1] Goude bezañ bet sonet evit sonadegoù gant strolladoù evel Cannibal Corpse, Edge of Sanity, Impaled Nazarene ha Immortal e miz Gwengolo 1999[2], kudennoù lezennel o doa rediet Godzilla da cheñch e anv. Choazet o deus Gojira, an doare da skrivañ an euzhvil Godzilla e yezh rōmaji.[3] Gant an anv nevez e voe embannet o albom kentañ, Terra Incognita, e 2001.

kemmañ

Embannet en deus ar strollad e eil albom studio e 2003, The Link (adembannet e 2007 gant ur son adkempennet hag ul levrig nevez).[4] Goude berzh an daou albom gentañ hag o startijenn war al leurenn, o deus savet un DVD e Bourdel, produet gant Gabriel Editions. Abaoe an 19 a viz Mae 2004, The Link Alive zo bet gwerzet e Bro-C'hall.[2] E 2005, e tivizas Gojira sinañ gant Listenable Records evit klask sachañ brud warno en diavaez eus Frañs, ha neuze gant an albom From Mars to Sirius.[1]

Perzh o deus kemeret Gojira er sonadegoù Children of Bodom en SUA e 2006, gant Amon Amarth ha Sanctity el lodenn gentañ.[5] Ouzhpenn se, o deus heuliet Gojira ar strollad Trivium war e zroiad er Rouantelezh-Unanet evit o sonadegoù europat e 2007 gant Sanctity hag Annihilator.[6] Diwezhatoc'h o deus heuliet Lamb of God war e zroiad amerikan gant Trivium ha Machine Head.[7] E fin 2007, o deus kemeret perzh er Radio Rebellion Tour, gant Behemoth ha Job for a Cowboy, hag ivez Beneath the Massacre.[8]

Cavalera Conspiracy ha The Way of All Flesh (2008−Bremañ)

kemmañ

Joe Duplantier zo bet pedet gant saverien ar strollad brazilian Sepultura, ar vreudeur Max hag Igor Cavalera, da zont ganto evit o strollad nevez, Cavalera Conspiracy evel soner gitar boud. An albom Inflikted zo bet embannet e miz Meurzh 2008 hag un torkad sonadegoù o deus graet e kreizh 2008.[9]

Albom diwezhañ Gojira, The Way of All Flesh zo bet embannet d'ar 14 a viz Here 2008 e Norzhamerika gant Prosthetic Records.[10] D'ar 25 a viz Even 2008, en deus disklêriet ar strollad listenn ar c'hannaouennoù ha skeudenn ar bladenn.[11]Randy Blythe eus ar strollad amerikan Lamb of God en deus kemeret perzh evel kaner war ar ganaouenn Adoration for None.[12]Pevar mizvezh zo bet ezhomm evit skrivañ hag enrollañ an albom, ha tri miz evit sonveskañ[13]. D'ar 17 a viz Meurzh 2009 e voe disklêriet sonadegoù kentañ ar strollad en Amerika. Disklêriet o deus d'ar 27 a viz Here 2010 e oant aet er studio evit kregiñ da lonkañ dour ha da enrollañ pevar zitl nevez evit sikour Sea Shepherd.

Doare sonerezh ha temoù ar c'homzoù

kemmañ

Diaes eo termeniñ sonerezh Gojira en un doare resis[2] dre ma gaver hag e veskont doareoù sonerezh dark a-bep seurt.[14] Er stiloù Death metal e vezont rummet (technical death metal dreist-holl)[15] thrash metal, progressive metal ha groove metal e vez renket Gojira peurliesañ. Alies e vezont keñveriet gant strolladoù evel Meshuggah, Mastodon, Sepultura, Neurosis ha Morbid Angel.[16],[17] Awenet eo bet Gojira gant arzourien Heavy metal evel Death, Morbid Angel, Meshuggah, Metallica, Tool, ha Neurosis.[17][18]Stil kanañ Joe zo etre hardcore punk ha growl death. Alies, growloù death metal ha kan sklaer a vez kenvesket evit krouiñ un disoc'h tagus met heson.[14][17]E Baiona e voe desavet izili ar strollad. An dremmvro ec'hon hag an tornaodoù o deus levezonet hag awenet Gojira evit skrivañ komzoù a-zivout an natur hag an Douar. Gojira a lak ar gaoz war kudennoù tomerezh an hin hag an endro, pobloù korvoet, hag arallekaet.[1]

Pladennoù

kemmañ

Studio albums

kemmañ
  • 1996: Victim
  • 1997: Possessed
  • 1999: Saturate
  • 2000: Wisdom Comes

Pladennoù Live

kemmañ

Daveoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Lucy Williams. Buhezskrid Gojira. Lerchienn ofisiel Gojira. Kavet : 04/05/08.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Buhezskrid Gojira. Metal Storm. Kavet : 2008-05-04.
  3. Buhezskrid Gojira. The Gauntlet. Kavet : 2008-05-04.
  4. CHILDREN OF BODOM, AMON AMARTH: More North American Tour Dates Announced. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
  5. GOJIRA And SANCTITY Added To TRIVIUM's European Tour. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
  6. LAMB OF GOD, MACHINE HEAD, TRIVIUM, GOJIRA: North American Tour Dates Announced. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
  7. GOJIRA: New Performance Footage Posted Online. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
  8. Cavalera Conspiracy Biography. Roadrunner Records. Kavet : 2008-05-04.
  9. GOJIRA: New Album Title, Release Date Announced. Blabbermouth. Kavet : 2008-06-06.
  10. GOJIRA: 'The Way Of All Flesh' Artwork, Track Listing Revealed. Blabbermouth. Kavet : 2008-07-25.
  11. LAMB OF GOD Frontman To Guest On New GOJIRA Album - July 10, 2008. Blabbermouth.net. Kavet : 2008-07-20.
  12. Minton, James (2008) "Studio Report - Flesh and Blood", Terrorizer, issue #176, November 2008
  13. 14,0 ha14,1 Simon Milburn. From Mars to Sirius review. The Metal Forge. Kavet : 2008-04-20.
  14. Raziqa Rauf, "Gojira: joint heaviest matter in the UK", Drowned in Sound [1] Access date: December 4, 2008.
  15. Pyromusic.net From Mars to Sirius review
  16. 17,0 17,1 ha17,2 Chad Bowar. From Mars to Sirius review. About.com. Kavet : 2008-03-14.
  17. Gojira entry. MySpace. Kavet : 2008-03-14. “Morbid Angel, Metallica, Tool, Meshuggah, Neurosis, Death”
  NODES
HOME 1
mac 2
Note 3
os 12
todo 1