Gouelan gris
| |||
---|---|---|---|
Ur gouelan gris
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Charadriiformes | ||
Kerentiad : | Laridae | ||
Genad : | Larus | ||
Anv skiantel | |||
Larus argentatus Pontoppidan, 1763 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Gouelan gris[1] (liester: Gouelini gris) a zo un evn-mor, Larus argentatus an anv skiantel anezhañ. Un evn brazik eo. Kavet e vez gouelaned gris o neizhiañ e Norzhamerika, en Europa hag en Azia. An hini stankañ eus ar spesadoù gouelini eo, en hor bro. Lod a chom er vro, lod all a ya pelloc'h war-zu ar c'hreisteiz e-pad ar goañv.
Doareoù pennañ
kemmañAes eo ar gouelan gris da anavezout pa vez deuet d’e vent : gris-sklaer eo e gein war-bouez begoù an divaskell a zo du ha gwenn, gwenn eo ar peurrest eus ar c’horf, un arliv roz a zo d’an treid, war e bigos melen ez eus un tarchig ruz. Pa vez yaouankoc'h avat e vez rous e bluñv ha diaes eo da zigemmañ diouzh ar spesadoù gouelini nes, evel ar gouelan kein du pe ar gouelan louet.
Annez
kemmañA-stroll e vev ar gouelini gris, en arvor hag a-hed ar stêrioù hag al lennoù. Neizhiañ a reont, a-vagadoù eta, war reier, inizi, met ivez war savadurioù er c’hêrioù.
O neizh a savont war ar reier pe war an douar en inizi pe en tevennoù. Tri vi a vez ganto peurvuiañ ha difennet-mat e vezont gant an tad hag ar vamm, gant o figosoù tev. Liesseurt ha trouzus eo o mouezh : c'hoarzhadennoù, galvadennoù…
Boued
kemmañBoued a bep seurt a ya ganto, evel gant ar spesadoù gouelini all : pesked bihan, kranked, kregin, vioù laboused all ha dilerc'hioù boued an dud. Stank e vezont kavet er c'hêrioù bremañ hag eno en em vagont diwar al lastez.
Traoù all
kemmañEvned stank int en hor bro hag er c'hêrioù m'int deuet da vezañ ur gwir walenn e klasker lakaat o niver da zigreskiñ.
Spesadoù all
kemmañMeur a spesad hag isspesad nes a zo: Larus argentatus argenteus eo a vev e Breizh. E Skandinavia e kaver un isspesad brasoc'hik ha teñvaloc’hik: L. a. argentatus. Ur spesad kar, Larus cachinnans (gouelan gris ar c'hreisteiz), a vev en-dro d'ar Mor Kreizdouar, a c’heller kemmeskañ gant L. argentatus. E lodennoù all eus ar bed e kaver spesadoù all c’hoazh.
Rummatadur
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Laboused ar vro, gant T. Huon
- Laboused an arvor, troet gant T. Huon ha P. an Habask, Al Lanv, 1984
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Perig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, niv.203-204, 1995, p.21.