Greensleeves ("Milginoù gwer") zo ur ganaouenn saoznek eus ar XVIvet kantved savet d'un itron gwer he milginoù.
Ur werz iwerzhonat kozh eo ar son, hag a-hervez e voe savet ar pozioù gant ar roue saoz Herri VIII (1491-1547) da Anne Boleyn (1501 pe 1507-1536). En doare italian eo kempenn ar son koulskoude, ha goude marv ar roue ez erruas ar c'hiz e Bro-Saoz.
Brudet e vije bet dre skrid, a zorn da zorn, a-raok bezañ moullet. Ar c'hoshañ doare eo hini 1580, hag anvet A New Northern Ditty of the Lady Greene Sleeves met n'ouzer ket piv eo an oberour.

My Lady Greensleeves, gant Dante Gabriel Rossetti, e 1864.

Diwezhatoc'h eo bet savet ar c'hantik Nedeleg What Child Is This? war an ton-se, ha daou gantik gallek ivez.

 

Pozioù

kemmañ

Kanerien

kemmañ
  NODES
orte 1