Grigoriy Efimovitch Raspoutin, ha diwezhatoc'h Raspoutin-Novyiy (rusianeg: Григорий Ефимович Распутин-Новый), ganet moarvat d'an 21 a viz Genver 1869 e Pokrovskoye (Oblast Tyoumen), ha marvet drouklazhet d'an 30 a viz Kerzu 1916 e Petrograd, a oa ur peizant eus Rusia, pirc'hirin ha pareour mistik. Tost-kenañ e oa ouzh tiegezh ar tsar Nikolaz II, ha levezon vras en doe warnañ koulz ha war e bried Aleksandra Fyodorovna.

Raspoutin hag e estlammererezed e 1914
Ludresadenn, Raspoutin taolennet evel un diaoul perc'henn eus ar c'houblad impalaerel. Bloavezh 1916.

Tabutoù

kemmañ

Ur wech tizhet gant Raspoutin ar familh impalaeriel rusian e oa deuet da vezañ ur den a tabut. E-kreizh ar c'hoari politikel en em gavas etre ar re a-du gant an impalaeriezh, ar re a-enep, ar reveulzierien kement a nerzhioù an arc'hant ha luskoù emgar. Buan a-walc'h e voe rebechet dezhañ gant tud uhel bezañ un torfedour lies o kaout ur vuhez reizhel sot (betek bezañ rebechet dezhañ bezañ palforzhet ul leanez[1]) ha klask bezañ e-penn ar galloud e Rusia.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (ru) http://ruskline.ru/monitoring_smi/2003/11/20/rasputin_lzhivyj_mif_o_gigante_russkogo_seksa/
  NODES
Note 1