Ar Gwener eo an deiz etre ar Yaou hag ar Sadorn. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo ar pempvet deiz eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar c'hwec'hvet devezh. Donet a ra an anv diwar an doueez Gwener, unan eus doueed pennañ ar Romaned, adalek amzer Julius Caesar.

  • Ar Gwener eo anv an deiz, ar gwenervezh pa gomzer eus an devezh, ha gwenervezhiad pa gomzer eus ar c'hementad (labour da skouer) graet en deiz-se.
  • D'ar Gwener a vez lâret, pe digwener pa gomzer eus ar Gwener kentañ pe eus an hini diwezhañ.

Relijion

kemmañ

Ar Gwener er relijion gristen

kemmañ

Deiz marv Jezuz war ar groaz eo, hag abalamour da se e tle ar gristenien ober vijil en deiz-se. Gwelet ar c'hrennlavar: Ar Gwener, Devezh peñver. E Breizh ne veze ket debret kig gwechall neuze, hag ar c'hiz e oa debriñ krampouezh pe pesked. Un devezh a-bouez eo Gwener diwezhañ ar C'horaiz, a vez graet Gwener-ar-Groaz anezhañ.

Gwener-ar-Groaz

kemmañ

Un deiz a-bouez eo Gwener-ar Groaz-er relijion gristen pa lavar Sant Yann Aveliour eo en deiz ma veze lidet Pask gant ar Yuzevien ez eo bet barnet ha kondaonet Jezuz-Krist da vezañ kroazstaget. Sul-Fask eo anv ar Sul a zeu goude ha Yaou-Gamblit ar Yaou en e raok.
N'eo ket stabil deiziad Gwener-ar-Groaz pa vez jedet pegoulz e vo deiz Sul-Fask diwar deiziadur al loar.

Ar Gwener en Islam

kemmañ

Un deiz a-bouez eo pep Gwener evit ar vuzulmaned sunnit ha chiit pa vezont kustum da vont d'ober o lidoù d'ar voskeenn. Er broioù muzulman ne labour ket kalz a dud en deiz-se.

Liammoù diavaez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Gwener er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul
  NODES
Done 2