Gwregelouriezh
Ar venelouriezh pe ar wregelouriezh[1],[2] zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar merc'hed pe ar maouezed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet he deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial, politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.
Iskevrennad eus | ideologiezh politikel |
---|---|
Studiet gant | women's studies, gender studies, feminist theory, history of feminism, women's history |
Hashtag | feminism |
Istor | history of feminism |
Pleustret gant | benelour, women's rights activist |
Bukenn | Gwirioù ar merc'hed, gender equality, gender equity, gender parity |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/feminism |
Enebet ouzh | antifeminism, masculism, sexism, patriarchy |
Meizad ar venelouriezh ne gemeras e ster a vremañ nemet e fin an XIXvet kantved, hogen mennozh dieubidigezh ar maouezed a gemer e wrizioù e Kantved ar Sklêrijenn. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an ensavadurioù, evit ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn ha da gaout ar memes gwirioù : gwir da gaout deskadurezh, da labourat, da verañ o madoù ha gwir da vouezhiañ a oa goulennoù pennañ ar maouezed en amzer-se.
Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa voe savet Luskad dieubidigezh ar maouezed (MLF / Mouvement de libération des femmes), hag ar Women's Lib, en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se eo e voe adtemernet meizad ar batriarkelezh, e voe savet hini ar seksouriezh hag e voe lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn mestroni o c'horf gant ar maouezed (diforc'h bugale, an hilastaliñ) a oa lakaet er renk kentañ met gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. "Trede luskad gwregelour" a reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990 gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar Black Feminism.
-
Lid Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed er Bangladesh, diwar intrudu ur sindikad labourerezed (8 a viz Meurzh 2005
E Breizh
kemmañ- Emsavadeg ar pennoù-sardin
- Marie-Angélique Duchemin, maouez kentañ bet medalennet ent-ofisiel gant al Lejion a Enor
- Urzh an Erminig hag ar Pennoù-ed, dibar e oa an Urzh-se rak d'ar mare-se e veze degemeret ar merc’hed
- Marie Le Gac-Salonne
Tud
kemmañLuganoù
kemmañ- Un Den diwar zaou zo ur vaouez
- Mab an Den n'emañ ket e-unan, Merc'h an Den zo ivez
- Ar soudard dianav zo anavezetoc'h evit e wreg
Notennoù
kemmañ- ↑ Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 298a.
- ↑ Reun ar Glev, Dictionnaire classique français-breton, Al Liamm, 1987, pajenn 1402b.