Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

E kimiezh e vez lavaret eo un hal (liester halioù)[1] un danvez neptu hag hep karg kimiek ebet, stummet gant anionoù ha kasionoù. An ionoù-se a c'hell bezañ meinel ( da skouer klorur Cl-) da vat pe organek (da skouer asetat CH3-COO-) ha stummet gant un atom (da skouer fluorur F-) pe kalz (da skouer sulfat SO42-).

Stumm en egor ur c'hristal kloridenn sodiom (NaCl) holen

Halioù "doubl" pe "tric'hement" pe muioc'h zoken a c'hell bezañ stummet gant anionoù karget eznegativel, evel an halioù a vez kavet alies e pluskenn ar Voull-douar :

Perzhioù e-keñver an tredan

kemmañ

Kevionennoù a vez graet deus un dourennad halioù peogwir e treuzkasont an tredan. An halioù teuzet a gas an tredan kement.

 
Kristalioù Kloridenn sodiom

An aliesañ, an halioù a zo kristalioù solud a c'hell teuziñ pa vez ouzhpennet kalz tommder. Bez eus nebeut halioù a chom dourennek e temperadurioù boutin. Graet e vez dourennadoù ionek deus outo. An aliesañ n'eo ket gwall solud ar c'hristalioù ma vez pouezet warno evel an holen.

Gallout a ra bezañ treuzwelus an halioù (Kloridenn sodiom), pe demer ha gant liv ar metal zoken daousulfur houarn.

 
Halioù glas Sulfat kouevr(II) dindan stumm kristalioù Kalkantit

N'eus ket a liv gant an halioù pa 'z eo diliv o ionoù (Sulfatoù ha nitratoù sodiom, potasiom, ammoniom, aluminiom...) Ul liv kreñv a c'hell bezañ er c'hontrol pa z'eo livet kreñv an ionoù (mouk ar permanganat MnO4-, melen ar c'hromat CrO42- hag all.

E-touesk al livioù kavet :

Lodenn vrasañ ar poultrennoù livioù organek pe meinel implijet gant an embregerezhioù a zo halioù.

 
dikromat potasiom, al liv oranjez implijet gant kalz embregerezhioù.

Gwelout ivez

kemmañ

holen

Paludoù holen

ion

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Dictionnaire Français-Breton, Martial Ménard, ti-embann Palantines, Kemper, Breizh, 2012, ISBN 978-2-35678-069-0
  NODES
Note 3