Al kizherenneg koreanek, anvet hangeul (한글, hervez romanekadur standard[2]) e Sukorea[3] ha Chosŏn'gŭl e Norzhkorea, eo ar doare-skrivañ ofisiel a vremañ evit ar c'horeaneg[4][5][6]. Al lizherennoù evit ar pemp kensonenn diazez a glot gant stumm organoù ar gomz a vez implijet da zistagañ anezhe, ha kemmet e vezont en un doare sistematek da verkañ perzhioù fonetek. Er memes doare, lizherennoù ar vogalennoù a vez cheñchet en un doare sistematek evit ar sonioù tost[7]{[8][9]. Deskrivet eo bet evel ul "lizherenneg silabennek", rak ober a ra gant perzhioù an doareoù-skrivañ alfabetek ha silabennek, daoust ma n'eo ket dre ret un abugida[10][11].

Ar ger « han-geul » skrivet e hangeul.

  • ██ Jamo kentañ ar silabenn
  • ██ Jamo vogalenn
  • ██ Jamo diwezh
  • Romanekadur an eil jamo vogalenn gant an digramm eu zo graet hervez romankadur adwelet ar c'horeaneg (implijet e saozneg) ha klotañ a ra gant ŭ e romanekadur McCune-Reischauer hag û e romanekadur gall an INALCO[1].

    E Norzh Korea e vez implijet al lizherennoù hangeul nemetken abaoe 1949, met e Su Korea e kendalc'her da skrivañ ar c'horeaneg gant sinalunioù kemmesket gant ar skritur hangeul.

    Krouet e oa bet ar skritur hangeul a-ratozh-kaer gant ar roue Sejong, e 1443 en ur striv evit kreskiñ niver an dud a ouie lenn ha skrivañ. Ar pal a oa e lakat da vezañ implijet war un dro gant an hanja, an doare-skrivañ logografek sinat-ha-koreat a oa bet implijet da skrivañ koreaneg ken abred hag ar prantad Gojoseon, pe en e lec'h[12][13] . Da gentañ e voe kondaonet gant ar sklisennad desket e Korea hag abeg e veze kavet ennañ. Dont a reas an doare-skrivañ-se da vezañ anavet evel an eonmun ("doare-skrivañ ar vro" 언문, 諺文) hag e teuas da vezañ an doare-skrivañ pennañ e Korea dekvloaziadoù goude dizalc'hiezh Korea diouzh Japan hepken, e-kreiz an XXvet kantved[14]. Er penn-kentañ e oa bet anvet hunmin jeong-eum (훈민정음; 訓民正音 pe «sonioù reizh evit deskiñ d'ar bobl») ha betek 1910 e veze graet outañ 正音 cengum («sonioù reizh»), 언문 諺文 ŏnmun («skritur izel»), 國믄 kwukmun («skritur broadel») pe c'hoazh amkeul (암클 «skritur ar maouezed») pe ahae(t)geul (아햇글 pe 아해글 «skritur ar vugale»). Ijinet eo bet an anv hangeul («skritur meur» e hengoreaneg ha «skritur koreanek» e koreaneg a-vremañ) gant ar yezhoniour korean Ju Si-gyeong e 1912.

    E Norzh Korea e vez anvet chosŏn'gŭl (조선글), "skritur koreanek", pe 우리글자 uri gŭlja "hon skritur" ken en norzh hag er su.

    Damheñvel eo ar skritur hangeul ouzh ar sinalunioù (anvet hanja e koreaneg) rak renket e vez lizherennoù ar hangeul e bloc'hadoù silabennek karrezennek, da skouer :

    ㅎ (h) + ㅏ (a) + ㄴ (n) = 한 (han)
    ㄱ (g) + ㅡ (ŭ) + ㄹ (l) = 글 (geul)

    E gwirionez avat, int doareoù-skrivañ disheñvel-mik an eil diouzh egile rak an hangeul zo un doare-skrivañ hag a dalvez da ziskouez an doare ma vez distaget ar gerioù kentoc'h evit o ster.

    Al lizherennoù

    kemmañ

    Graet e vez jamo (hangeul: 자모; hanja: 字母) pe nassori (hangeul: 낱소리) eus lizherennoù diazez ar skritur hangeul

    Bez' ez eus 51 jamo en holl, en o zouez 24 jamo eeun. Rannet e vez al lizherennoù eeun e 14 kensonenn anvet ja-eum (hangeul: 자음; hanja: 子音 “sonennoù bugale”) ha 10 vogalenn anvet mo-eeum (hangeul: 모음; hanja: 母音 “sonennoù mamm”). Skrivet e vez doubl pemp kensonenn eeun evit ober diouzh ar sonennoù tenn pe kreñv (s.o. ar pennad “koreaneg”) ha kensonennoù kevrennek all a c'hell bezañ skrivet dre implijout meur a gensonenn eeun skrivet renk-ouzh-renk. Implijet e vez div lizherenn vogalennek ivez evit skrivañ diftongennoù evel-hen:

    • 14 lizherenn gensonennel eeun: ㄱㄴㄷㄹㅁㅂㅅㅇㅈㅊㅋㅌㅍㅎ, mui ar re chomet en dizuz: ㅿㆁㆆㅱㅸㆄ
    • 5 lizherenn gensonennel doubl: ㄲㄸㅃㅆㅉ, mui ar re chomet en dizuz: ㅥㆀㆅㅹ
    • 11 kensonenn gevrennek: ㄳㄵㄶㄺㄻㄼㄽㄾㄿㅀㅄ, mui ar re chomet en dizuz: ㅦㅧㅨㅪㅬㅭㅮㅯㅰㅲㅳㅶㅷㅺㅻㅼㅽㅾㆂㆃ, and obsolete triple clusters ㅩㅫㅴㅵ
    • 6 lizherenn vogalennek eeun: ㅏㅓㅗㅜㅡㅣ, mui an hini chomet en dizuz: ㆍ
    • 4 vogalenn eeun o kregiñ gant y- : ㅑㅕㅛㅠ
    • 11 diftongenn: ㅐㅒㅔㅖㅘㅙㅚㅝㅞㅟㅢ, mui ar re chomet en dizuz: ㆎㆇㆈㆉㆊㆋㆌ

    Taolenn glok al lizherennoù

    kemmañ

    En taolennoù-mañ e vez diskouezet an holl kensonennoù ha vogalennoù implijet gant an doare-skrivañ hangeul gant o stumm orin e glas hag o stummoù bet savet diwarne da heul:

    Deroù ur silabenn

    kemmañ
    ㅇ 
    g n d l m b s - j ch k t p h
    kk tt pp ss jj

    Vogalennoù

    kemmañ
      Diazez   +i
    기본
    a eo o u eu i ae e oe wi ui
    y+ yae ye      
    w+ align="center" bgcolor="#C4F0FB" - ya yeo yo yu    
    wa wo wae we

    Diwezh ur silabenn

    kemmañ
    ㅇ 
    g n d l m b s ng j ch k t p h
    ㄺ  ㅄ 
    kk nj lg bs ss
    ㄳ  ㄻ 
    gs nh lm
    lb
     ㄽ 
    ls
    lt
    lp
    lh

    Mont-en-dro tresoù al lizherennoù

    kemmañ

    Ober a ra dave an doare-skrivañ hangeul da berzhioù hiniennel doare-distagañ pep sonenn ar yezh, da skouer ur sin arbennik ez eus evit ober diskouez dre skrid ar fed ma vez distaget ur sonenn bennak gant an diweuz (lec'h distagañ) pe dre ar fri, pe ma vezont mouezhiet pe divouezh, hag all, da skouer:

    Er jamo (“lizherenn”) ㅌ ([tʰ]) ez eus teir ferzh ma reer dave oute dre skrid:

    ar varennig uhelañ a diskouez e vez distaget mouezhiet evel ㄱ g pe ㄷ d:
    ar varennig greiz a diskouez e vez distaget dre c'hwezhañ evel ㅎ h pe ㅋ k
    ar varennig izelañ a diskouez e vez distaget dre touchañ an teod ouzh ar c'hevig evel ㄴ n pe ㄷ d

    Ar c'hensonennoù

    kemmañ

    Isrannet e vez al lizherennoù kensonennel e pemp rummad gante peb ur stumm diazez. Aroueziet e vez gant ar stummoù-se lec'hioù distagañ (dent, teod, staon pe korzailhen), da skouer :

    ㄴ a diskouez penn an teod o touchañ ouzh ar c'hellig. Diwar ar stumm diazez-mañ e vez savet ivez ㄷ gant ar varrenig uhelañ o tiskouez e vez staget an teod ouzh ar staon. Gant ur varrennig greiz ouzhpenn ㅌ e tiskouez e vez distaget dre c'hwezhañ.
    Eeun Dre c'hwezhañ Doubl

    Ar vogalennoù

    kemmañ

    Awenet e oa bet stumm ar vogalenoù gant kealoù filosofel kentoc'h evit yezhoniel :

    linenn a-serzh: «den», d.s. (i)
    linenn a-led: «douar», d.s. (eu)
    pik (bremañ ur varennig a-led): «neñv», d.s. (a)
    Eeun O kregin gant y-

    Vogalennoù eeun gant y-:

      • ㅑ ya diwar ㅏ  a
      • ㅕ yeo diwar ㅓ  eo
      • ㅛ yo diwar ㅗ  o
      • ㅠ yu diwar ㅜ  u

    Setu ivez an div ziftongenn a grog gant y-:

      • ㅒ yae diwar ㅐ  ae
      • ㅖ ye diwar ㅔ  e

    Teorienn Ledyard

    kemmañ
     
    (E-krec'h) Lizherennoù phagspa [k, t, p, s, l], hag al lizherennoù hangeul sañset bezañ bet diorroet diwarne [k, t, p, ts, l]

    Hervez Gari Ledyard eus Skol-Veur Columbia e vije bet diorroet al lizherennoù hangeul diwar lizherennoù ar skritur phagspa implijet gwechall evit skrivañ ar mongoleg kentoc'h evit bezañ awenet gant perzhioù distagañ.

    Urzh ar jamo

    kemmañ

    Laket e oa bet lizherennoù diazez ar skritur hangul (jamo) en urzh gant Choi Sejin e 1527.

    Setu an urzh a vez heuliet er su :

    ㄱ ㄲ ㄴ ㄷ ㄸ ㄹ ㅁ ㅂ ㅃ ㅅ ㅆ ㅇ ㅈ ㅉ ㅊ ㅋ ㅌ ㅍ ㅎ
    ㅏ ㅐ ㅑ ㅒ ㅓ ㅔ ㅕ ㅖ ㅗ ㅘ ㅙ ㅚ ㅛ ㅜ ㅝ ㅞ ㅟ ㅠ ㅡ ㅢ ㅣ

    En norzh avat e vez doujet d'an urzh hengounel-mañ :

    ㄱ ㄴ ㄷ ㄹ ㅁ ㅂ ㅅ ㅇ (ng) ㅈ ㅊ ㅋ ㅌ ㅍ ㅎ ㄲ ㄸ ㅃ ㅆ ㅉ ㅇ (null)
    ㅏ ㅑ ㅓ ㅕ ㅗ ㅛ ㅜ ㅠ ㅡ ㅣ ㅐ ㅒ ㅔ ㅖ ㅚ ㅟ ㅢ ㅘ ㅝ ㅙ ㅞ

    Anvioù ar jamo

    kemmañ

    Amañ e vez kavet anvioù al lizherennoù bet krouet gant Choi Sejin e 1527 mui o anvioù a-vremañ bet roet dezhe pa oa bet unvanet an daore-skrivañ e Norzh Korea (RPDK).

    Ar c'hensonennoù

    kemmañ
    Kensonenn Anv
    giyeok (기역), pe gieuk (기윽) e RPDK
    nieun (니은)
    digeut (디귿)
    rieul (리을)
    mieum (미음)
    bieup (비읍)
    siot (시옷)
    ieung (이응)
    jieut (지읒)
    chieut (치읓)
    kieuk (키읔)
    tieut (티읕)
    pieup (피읖)
    hieut (히읗)

    E Sukorea e vez ouzhpennet ar rakgerssang, (“kevellet” pe “doubl”) ouzh anv ar gensonenn eeun pa vez kaoz eus ar c'hesnoennoù doubl, keit ha ma reer kentoc'h gant 된 doen (“kreñv”) e Norzhkorea:

    Lizherenn Su Korea Norzh Korea
    ssanggiyeok (쌍기역) doengieuk (된기윽)
    ssangdigeut (쌍디귿) doendieut (된디읃)
    ssangbieup (쌍비읍) doenbieup (된비읍)
    ssangsiot (쌍시옷) doensieut (된시읏)
    ssangjieut (쌍지읒) doenjieut (된지읒)

    Ar vogalennoù

    kemmañ
    Lizherenn Anv
    a (아)
    ae (애)
    ya (야)
    yae (얘)
    eo (어)
    e (에)
    yeo (여)
    ye (예)
    o (오)
    wa (와)
    wae (왜)
    oe (외)
    yo (요)
    u (우)
    wo (워)
    we (웨)
    wi (위)
    yu (유)
    eu (으)
    ui (의)
    i (이)

    Lizherennoù chomet en dizuz

    kemmañ

    Aet eo da get meur a lizherenn hangeul diazez bet implijet er penn-kentañ evit treuzskrivañ sonennoù aet da get er yezh koreaneg a-vremañ pe c'hoazh evit ober diouzh sonennoù a veze kavet ar sinaeg ha en vezont ket implijet nag en hengoreaneg nag er yezh a-vremañ, da skouer :

    • ㆍ pe 丶 : distaget [ʌ], anvet arae-a ( 아래아 a izelañ)
    • ㅿ : distaget [ʝ͂], anvet “bansios” ( 반시옷)
    • ㆆ : distaget (yeorin hieuh 여린 히읗 "light hieuh" or doen ieung 된 이응 "strong ieung"): A glottal stop, "lighter than ㅎ and harsher than ㅇ".
    • ㆁ : distaget [ŋ], anvet yet-ieung (옛이응)
    • ㅸ : distaget [f], anvet gabyeoun bieup (가벼운 비읍)
    • ㆅ : distagt [ɣ̈ʲ] pe [ɣ̈], anvet “ssanghieu” (h 쌍히읗 hieuh doubl")
    • ㆀ : anvet ssang-ieung (쌍이응 ieung doubl")

    Bloc'hadoù silabennek

    kemmañ

    Kenstrollet e vez al lizherennoù (jamo) e bloc'hadoù silabennoù, enne div lizherenn diazez d'an nebeutañ hag alies a-walc'h betek teir: ur gensonenn (eeun pe kevrennek) en deroù anvet choseong (hangeul: 초성; hanja: 初聲), war-lerc'h ur vogalenn (pe un diftongenn) e kreiz ar silabenn anvet jungseong (hangeul: 중성; hanja: 中聲) hag ivez a-wechoù (met n'eo ket dre ret) ur gensonenn (eeun pe kevrennek) e diwezh ar silabenn anvet 'jongseong (hangeul: 종성; hanja: 終聲). Pa n'eus kensonenn ebet e deroù ur silabenn e vez skrivet ㅇ (ieung), met n'eo ket ret serriñ ur silabenn da heul ar vogalenn greiz.

    En holl ez eus 172 silabenn a c'heller skrivañ gant al lizherennoù hangeul a-vremañ.

    Gwelet ivez

    kemmañ

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ
    1. Sheung-ja Shim, Dictionnaire français-coréen, L'Asiathèque, dastumad Dictionnaire des Langues O', 1992, (ISBN 2-901795-47-1), kinniget enlinenn eno.
    2. Treuzskrivet ivez hankul hervez Romanekadur Yale pe c'hoazh han'gŭl hervez ar Romanekadur McCune-Reischauer zo ar muiañ-implijet e broioù ar c'hornôg
    3. Hangul. Merriam-Webster.
    4. 알고 싶은 한글. National Institute of Korean Language.
    5. Kim-Renaud, Young-Key, ed. (1997). The Korean Alphabet: Its History and Structure. University of Hawaiʻi Press. ISBN 978-0-8248-1723-7.
    6. Cock, Joe (2016-06-28). "A linguist explains why Korean is the best written language", Business Insider. 
    7. Sampson, 1990, p. 120
    8. Taylor, 1980, p. 67–82
    9. "How was Hangul invented?" (2013-10-08). 
    10. Taylor, 1980, p. 67–82
    11. (1 January 2011) "Is Korean a syllabic alphabet or an alphabetic syllabary". Writing Systems Research 3 (2): 103–115. DOI:10.1093/wsr/wsr002. ISSN 1758-6801
    12. Kim, Taemin (2016-03-22). System, learning material, and computer readable medium for executing hangul acquisition method based on phonetics.
    13. Hunminjeongeum Manuscript
      (en)
      (2006).
    14. Fischer, pp. 190, 193.
      Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
    Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
      NODES
    Note 3