Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù

Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù (titl orin : Harry Potter and the Chamber of Secrets) eo eil romant an heuliad lennegel dezhi ar benndudenn Harry Potter krouet gant J. K. Rowling. Embannet e oa bet d’an 2 a viz Gouhere 1998 gant Bloomsbury ha d’ar 1 a viz Kerzu 2017 e Breizh. Troet eo bet al levr e brezhoneg, da-heul an hini kentañ, gant Mark Kerrain ha skeudenn ar golo zo bet savet gant Youena Baron.

Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù
oberenn lennegel
Deiziad krouiñ2 Gou 1998 Kemmañ
TitlHarry Potter and the Chamber of Secrets Kemmañ
Anvet diwarHarry Potter, Chamber of Secrets Kemmañ
Labour da-heulHarry Potter and the Chamber of Secrets Kemmañ
HeuliadHarry Potter Kemmañ
Danvez pennañmagician Kemmañ
Raklec'hiet gantHarry Potter ha Maen ar Furien Kemmañ
Heuliet gantHarry Potter and the Prisoner of Azkaban Kemmañ
Seurt oberennromant Kemmañ
Tachennyoung adult fiction, faltazi, adventure fiction Kemmañ
EmbannadurHarry Potter y la cámara secreta, Harry Potter and the Chamber of Secrets - Hungarian Translation, Harry Potter and the Chamber of Secrets Kemmañ
AozerJ. K. Rowling Kemmañ
Anv an aozerRowling Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Deiziad embann1998 Kemmañ
SkeudennaouerCliff Wright Kemmañ
Mare an oberenn1992, 1993 Kemmañ
Lec'h an istorHogwarts Castle, Chamber of Secrets, Forbidden Forest, Bro-Skos Kemmañ
Prizioù resevetNestlé Smarties Book Prize Kemmañ
Hollved faltaziekHarry Potter universe Kemmañ
PennlinennNot for the first time, an argument had broken out over breakfast at number four, Privet drive Kemmañ
Last lineAnd together they walked back through the gateway to the Muggle world. Kemmañ
Narrative motifmandrake shrieks when uprooted, basilisk, basilisk's fatal glance Kemmañ
Media franchiseWizarding World Kemmañ

Diverradenn eus al levr

kemmañ

Harry Potter a ya en-dro da Gerambreoù, skol ar sorserien, met gant poan pa nac’h an tremen war ar c’hae nav ha tri c’hard lezel eñ ha Ronald Weasley da vont da gemer an tren. Evel-se e rankont mont gant karr-tan nij tad Ron. War-nes bezañ skarzhet eus ar skol pa erruont di, e krogont gant o bloavezh nevez hag e reont anaoudegezh gant kelenner nevez an emzifenn diouzh nerzhioù an droug, Gilderoy Lockhart. Hennezh a oar komz brav met n’en em ziskouezo ket evel un den barrek war an danvez a gelenn. E-kerzh an diskar-amzer e teu war-wel frazennoù ankenius skrivet gant gwad ouzh mogerioù diabarzh kastell Kerambreoù. Kaoz a vez buan eus ur gambr ar sekredoù hag a vije bet savet pell zo gant Salazar Naerdinec’h, enni un euzhvil hag a zeufe en-dro un deiz da lazhañ an holl skolidi ha ne vefent ket a wad sorser glan. Harry, Ron hag Hermione en em gavo tamm ha tamm oc’h ober o enklask dezho, ha kompren a raint ez eo hêr Naerdinec’h Lord Voldemort e gwirionez, distroet ur wech adarre da glask seveniñ e raktres fallakr. Harry a stourmo outañ e kambr ar sekredoù ha trec’h e vo warnañ ur wech adarre, gant sikour madelezhus kleze Godrig Gripi-Aour, o prouiñ dezhañ ez eo ur Gripi-Aour dellezek d’en bezañ.

Listenn ar pennadoù

kemmañ
  1. Gwashat deiz-ha-bloaz.
  2. Kemenn Dobby.
  3. An douarenn.
  4. E ti Bleuzenn ha Bleuvenn.
  5. Al lopatalegenn.
  6. Gilderoy Lockhart.
  7. Gwad-fank ha mouezh iskis.
  8. Deiz-ha-bloaz.
  9. Ar gerioù skrivet ouzh ar voger.
  10. Ar sklof diroll.
  11. Kleub an duvellerien.
  12. Ar chug chag.
  13. Un deizlevr kuzh ken e oa.
  14. Cornelius Flugez.
  15. Aragog.
  16. Kambr ar sekredoù.
  17. Pennhêr Naerdinec’h.
  18. Digoll Dobby.

Degemer e-touez al lennerien

kemmañ

Deuet-mat eo bet al levr gant ar vrezhonegerien, ken gortozet ma oa goude embannadur al levr kentañ Harry Potter ha Maen ar Furien e 2012. Ul listenn fazioù bizskrivañ hag adlenn, hir-souezhus a-walc'h siwazh, zo bet lakaet enlinenn war ur fanblog[1] hag a ziskouez ul labour bet kaset da benn marteze re vuan, pe hep aked da nebeutañ. Hiziv ne ouzer ket resis pet skouerenn anezhañ zo bet gwerzhet er bed.

Notennoù

kemmañ
  NODES
Note 3