Hattarna, an Togoù, a oa ur gostezenn bolitikel e Sveden, oberiant e Marevezh ar Frankiz (1719–1772). Dont a ra an anv eus an tog tric'hornek a veze douget gant an ofiserien hag an dud uhel. Enebet e oant ouzh ar gostezenn Mössorna, ar Bonedoù, ret kompren ar bonedoù-noz, un anv roet gant an Togoù d'ober goap outo. Er galloud e voe an Togoù adal 1738 betek 1765, a-du e oant gant politikerezh Bro-C'hall hag enebet ouzh Rusia. Ganto e voe graet daou vrezel drastus evit ar vro.

  NODES
Note 1