Haudenosaunee a zo anv ur c'hevre meuriadoù Indianed anavezet ivez gant an anv gallek Iroquois (stumm a vez graet gantañ ivez e saozneg) pe Irokezed e brezhoneg, an anv diwezhañ-mañ a zeu eus an algonkineg (bez' e oa an Algonkined enebourien d’an Haudenosaunee hag a-du gant ar Frañsizien).
Ar ger Haudenosaunee a dalvez Pobl a sav un ti hir.
Hiziv an deiz e vezont kavet a bep tu d'an harzoù a zisparti Kanada diouzh ar Stadoù-Unanet, e proviñsoù Ontario, Kebek, hag e Stad New York.

Irokezed er bloaz 1914 e-kichen Buffalo

Pobladoù ar C'hevre

kemmañ
Anv saoznek Anv er yezh orin Talvoudegezh Bro er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved
Seneca ¹ Onondowahgah Poblad an Dorgenn Veur Lenn Seneca ha Stêr Genesee
Cayuga ¹ Guyohkohnyoh Poblad ar C'heun Veur Lenn Cayuga
Onondaga ¹ Onundagaono Poblad an Torgennoù Lenn Onondaga
Oneida ¹ Onayotekaono Poblad ar Maen-sav Lenn Oneida
Mohawk ¹ Kanien'kéhaka Poblad ar Maen-tan Stêr Mohawk
Tuscarora ² Ska-Ruh-Reh Poblad a wisk krezioù Eus North Carolina, diazezet etre Oneidas hag Onondagas
Notenn 1: Ezel eus ar Pemp poblad orin (eus ar c'hornaoueg d'ar reter)
Notenn 2: C'hwec'h poblad (e 1720)

Poblañs

kemmañ

War-dro 75,000 a dud a zo er pobladoù-se, 45,000 e Kanada ha 30,000 er Stadoù-Unanet.

N'eus nemet 5% eus an Haudenosaunee a-gement a oufe o yezh, eus rummad an irokezeg.

Poblad Poblañs anv ar yezh yezher=dregantad

Ur seizhvet yezh irokezek a zo:

Banniel

kemmañ
 
Banniel Haudenosaunee.

Banniel modern an Haudenosaunee a zispak arouez kozh unaniezh ar pemp meuriad kentañ: Gouriz Hiawatha hag a sav da gen kozh ha 400 vloaz (savet e oa bet ar c'hevre e 1570).

  NODES
Note 3