Henri-Dominique Lacordaire

skrivagner gallek

Henri-Dominique Lacordaire, Jean-Baptiste-Henri Lacordaire war marilh ar boblañs, bet ganet d'an 12 a viz Mae 1802 e Recey-sur-Ource (Côte-d'Or) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Du 1861 e Sorèse (Tarn), a oa ur beleg, prezeger, kelaouenner ha den politikel gall, deuet da vezañ ezel eus Urzh ar Brezegerien e 1839.

Gwelet e vez evel unan eus diaraogerien ar gatoligiezh frankizour.

E vuhez

kemmañ

E yaouankiz

kemmañ

Mab oa da Nicolas Lacordaire bet mezeg er morlu gall e-kerzh brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet. Aet oa e dad da Anaon e 1806. Savet eo bet e Dijon gant e vamm, Anne Dugied, merc'h un alvokad.

Daoust dezhañ bezañ bet savet er feiz katolik, e pellaas e-kerzh e studioù e lise Dijon. Studiañ a reas ar gwir evit dont da vezañ alvokad. Ober a reas anaoudegezh gant oberennoù Louis de Bonald, Joseph de Maistre ha Félicité de Lamennais.

E 1822 ez eas da Bariz evit ober e staj. Kregiñ a reas d'ober berzh. Daoust da se ec'h enoee e Pariz ha goude ur prantad a arvar e tostaas en-dro ouzh an Iliz e 1824 hag e tivizas buan bezañ beleg.

Skoazellet e voe gant an Aotrou de Quélen, arc'heskob Pariz, a roas dezhañ ur yalc'had. Mont a reas da gloerdi Saint-Sulpice e Issy-les-Moulineaux d'an 12 a viz Mae 1824 daoust da ali e vamm hag e vignoned. E Pariz e studias adalek 1826. Ne gavas ket mat live ar gelennadurezh. E Saint-Sulpice e skoulmas darempred gant an dug a Rohan-Chabot a zeuas da vezañ Kardinal-arc'heskob Besançon. Aliet e voe gant hemañ da vont war du ar Jezuisted. Daoust d'e gelennerien bezañ termet e voe beleget gant an Aotrou de Quélen d'an 22 a viz Gwengolo 1827.

Ar gelaouenn L'Avenir

kemmañ

E miz Mae 1830 e voe pedet gant Félicité de Lamennais a oa d'ar c'houlz-se unan eus mistri-preder ar yaouankiz katolik, war e zouaroù e La Chênaie e-kichen Sant-Maloù. Dedennet e voe gant mennozhioù Lamennais. C'hoant en doe mont d'ar Stadoù-Unanet evel misioner met dalc'het e voe e Frañs gant darvoudoù 1830. Gant Lamennais, an aotrou beleg Gerbet hag ar beskont yaouank Charles de Montalembert a zeuas da vezañ unan eus e dostañ mignoned, e tivizas mont eus tu dispac'h Gouere. Goulenn a rejont e vefe sentet pizh ouzh Karta 1830 ha skoazellet an emsavadegoù broioù estren (Polonia, Belgia, Italia). Krouiñ a rejont d'ar 16 a viz Here 1830 ar gelaouenn L'Avenir, gant ar ger-stur « Dieu et la liberté ! » (Doue hag ar frankiz !). Liammañ a raent e un doare dic'hortoz difenn groñs aotrouniezh ar Pab war dachenn ar relijion ha frankizouriezh, mennozhioù demokratel ha katoligiezh.

Goulenn a raent frankiz ar mennozhioù hag ar relijionoù, frankiz an deskadurezh, frankiz ar c'helaouiñ hag an embann, frankiz da genstrollañ... Goulenn a raent ivez e vefe ledanaet niver ar c'hargoù dilennet.

Merzet e voe Lacordaire evit e bennadoù a-zivout ar gwir da embann e vennozhioù ha frankiz an deskadurezh enep wir-miret ar "Skol-veur" (an deskadurezh stad). Goulenn a rae groñs e vefe dispartiet an Iliz hag ar stad. Galvet en deus ar veleien da nac'h ar gopr o doa digant ar stad.

Komzoù taer ar gelaouenn (dreist-holl er pennadoù savet gant Lamennais ha Lacordaire), he zagadennoù enep an eskibien anvet gant ar galloud a vountas eskibien Frañs (mirour ha gallikan evit an darn vrasañ) da sevel klemm enep L'Avenir. Didamallet e voe Lamennais ha Lacordaire e miz Genver 1831 gant al lez-varn.

Evit difenn frankiz an deskadurezh e voe krouet gant skipailh L'Avenir e miz Kerzu 1830 an Agence générale pour la défense de la liberté religieuse. D'an 9 a viz Mae 1831 e voe digoret ur skol gant Lacordaire, Montalembert ha de Coux, straed Beaux-Arts e Pariz. Serret e voe daou devezh war-lerc'h gant ar polis. Goude ur prosez dirak Kambr ar Birien a reas reuz, e voe kondaonet an intrudu-se ha serret da vat ar skol. Paouez a reas ar skipailh da embann L’Avenir d'ar 15 a viz Du 1831.

D'an 30 a viz Kerzu, Lacordaire, Lamennais ha Montalembert, "pirc'hirined ar frankiz " a yeas da Roma evit goulenn barnedigezh ar Pab Gregor XVI. D'ar 15 a viz Eost 1832 hep na vefe meneget o anvioù e voe kondaonet o mennozhioù (war ar frankiz a vennozhioù hag ar frankiz d'o embann peurgetket) gant ar pab el lizher-meur Mirari Vos. Distroet oa Lacordaire da Bariz e-unan a-raok ma vefe embannet skrid ar pab.

D'an 11 a viz Gwengolo ec'h embannas ul lizher o tisklêriañ e sente ouzh barnedigezh ar pab. Kendrec'hiñ a reas Montalembert da vont d'e-heul. E 1834 ec'h echuas da vont enep Lamennais a oa bet kondaonet goude embannadur Paroles d'un Croyant el lizher-meur Singulari Nos. En e levr Considérations sur le système philosophique de M. de La Mennais e yeas enep mennozhioù Lamennais gwelet evel "brazonius" ha "protestant". Diskouez a a rae bezañ dipitet gant disoc'hoù dispac'h 1830 ha disklêriañ a rae e fealded da Iliz Roma.

Ar prezeger ampart

kemmañ

E miz Genver 1833 e kejas gant an Itron Swetchine, skrivagnerez rusian deuet da vezañ katolik. Aozañ a rae ur saloñs a lennegezh brudet darempredet gant Montalembert, ar c'hont a Falloux pe an aotrou beleg Félix Dupanloup. O darempredoù a vignoniezh a voe eztaolet en un niver bras a lizhiri.

E 1835 e reas anaoudegezh gant ar varonez de Prailly. Un eskemm bras a lizhiri a voe ivez etrezo. Dont a reas da vezañ he rener a goustiañs ha mont a reas alies betek e zi e Hyères e dibenn e vuhez. Bennigañ a reas ar chapel a lakae sevel war he douaroù er Plantier de Costebelle.

E miz Genver 1834 war ginnig Frédéric Ozanam, krouer ar Société de Saint-Vincent-de-Paul, e krogas Lacordaire gant un heuliad prezegennoù er Skolaj Stanislas. Kalz a berzh a rejont. Met burutellet e voent peogwir e komze alies-kenañ eus frankiz ha tamallet e voe dezhañ breinañ ar re yaouank. Paouezet e voe gant ar prezegennoù-se eta.

Koulskoude en doa Lacordaire skoazell an Aotrou de Quélen bepred. Goulenn a reas an arc'heskob digantañ prezegenniñ en iliz-veur Itron-Varia Pariz evit Koraiz 1835 e stern Prezegennoù Itron-Varia, krouet diwar intrudu Ozanam evit kenteliañ ar re yaouank. Distaget e voe ar c'hentañ prezegenn d'an 8 a viz Meurzh 1835.

Abalamour d'ar berzh graet ganto e kendalc'has ar prezegennoù ar bloaz war-lerc'h. Un doare nevez da brezeg oa ur meskaj entanet a gelennadurezh relijiel, a brederouriezh hag a varzhoniezh.

Tamallet e voe evit e ziouiziegezh war an dachenn deologel. Divizout a reas mont da studiañ da Roma e 1836. Studiañ a reas gant ar Jezuisted hag embann a reas e Lettre sur le Saint-Siège ma pouez war e vennozhioù ultramontan. Fachañ a reas abalamour da se gant an Aotrou de Quélen a oa ur gallikan gredus.

An Dominikan

kemmañ

Divizout a reas e 1837 dont da vezañ dominikan ha klask reiñ e blas da urzh ar vreudeur prezegerien e Frañs a-nevez. Dedennet oa bet gant galv an urzh, e aozadur demokratel hag e frankiz e-keñver an eskibien.

Skoazell ar Pab Gregor XVI en doe en obererezh-se. Sikouret e voe gant Angelo Ancarani, Mestr an Urzh etre 1838 ha 1844, a roas dezhañ aotre da implijout kouent Santez-Sabina e Roma evit staliañ novisti kentañ an dominikaned c'hall.

E miz Gwengolo 1838 e teuas Lacordaire da Frañs evit tuta evit an novisti ha klask skoazelloù. Lakaat a reas kemennoù er gelaouenn L'Univers ha sevel a reas ur skrid anvet Mémoire pour le rétablissement en France des Frères Prêcheurs e 1839. Skignet frank e voe ar skrid diazezet en un doare modern-kenañ war ur galv d'an dud evit skoazellañ frankiz ar relijionoù hag ar gwir da genstrollañ e anv gwirioù mab-den. Diskouez a rae ne oa ster ebet ken gant al lezennoù enep relijion bet savet gant an dispac'herien peogwir ne oa ket tu ken da soñjal ez afe tud d'an urzhioù didan redi evel a-raok an dispac'h. Al leoù relijiel ne oant ket, hervezañ, enep pennaennoù an dispac'h rak al le a sentidigezh oa e keñver tud bet dilennet hag e stern reolennoù a Urzh hag al le a baourentez a oa tost ouzh an uhelvenozioù a gevatalded hag a frankiz.

D'an 9 a viz Ebrel 1939 e wiskas an abid a zominikan e kouent Santa Maria sopra Minerva e Roma. Kemer a reas an anv a Henri-Dominique. Goude ur bloavezh studi e novisti La Quercia e-kichen Viterbe ma skrivas e levr La Vie de saint Dominique, e reas e leoù e Santa Maria sopra Minerva. Kendelc'her a reas da studiañ an deologiezh e Santa Sabina. Al livour yaouank Théodore Chassériau a livas ur poltred anezhañ eno.

Distreiñ a reas da Frañs e 1841 gant e abid dominikan, pezh oa enep lezenn. Prezegenniñ a reas en Iliz-veur Itron-Varia Pariz gant kalz a berzh d'ar 14 a viz C'hwevrer 1841. Kendelc'her a reas da brezegenniñ e Pariz hag e Bro-C'hall. Kregiñ a reas da grouiñ kouentoù : kentañ hini e Nancy e 1843, un novisti e Chalais (departamant an Isère) e 1844, un ti e Pariz e 1849 e kouent kozh ar Garmezidi. Levezon en doe neuze war Jean-Charles Prince ha Joseph-Sabin Raymond, daou veleg kanadian a stalias Urzh ar Brezegerien en o bro.

Aotreet e voe Urzh ar brezegerien d'en em staliañ e Frañs en-dro e 1850 dindan an Eil Republik. Dilennet e voe Henri-Dominique Lacordaire e penn ar proviñs. Buan e voe dizemglev etrezañ hag Alexandre Vincent Jandel, unan eus ar vreudeur gentañ, diwar-benn an doare da sentiñ ouzh reolennoù an urzh. Ur sell strizh oa gant Alexandre Vincent Jandel. Soñjal a rae Henri-Dominique Lacordaire ouzh e du o doa ar reolennoù da vezañ e servij galv an Urzh (prezeg ha kelenn) ha n'eo ket gwaskañ ar vreudeur. Ar Pab Pi IX a yeas eus tu Alexandre Vincent Jandel a voe galvet da Roma e 1852 ha dilennet Mestr an urzh e 1855. Chomet e Frañs, Henri-Domnique Lacordaire a voe dilennet en-dro e penn ar Proviñs e 1858.

Dibenn e vuhez

kemmañ

Diaezet voe bloavezhioù diwezhañ Lacordaire gant an tabutoù-se hag an disouezhadennoù politikel.

Mont a reas laouen eus tu ar Republik e 1848. Krouiñ a reas ur gelaouenn nevez, gant Frédéric Ozanam hag an Ao. beleg Maret gant pal "dinec'hiñ ar gatoliked ha sikour anezho da zegemer ar renadur nevez". Palioù boas ar gatoligiezh frankizour (frankiz ar relijion, frankiz an deskadurezh, frankiz embann ar mennozhioù) ha palioù sokial ivez (ingaliñ gwelloc'h ar pinvidigezhioù) dindan levezon Ozanam. Dilennet e voe Lacordaire kannad gant dilennerien Marselha er Vodadenn vroadel sevel ar vonreizh d'ar 23 a viz Ebrel 1848. En tu-kleiz pellañ e oa azezet met reiñ a reas buan e zilez (d'ar 17 a viz Mae 1848) goude emsavadegoù ar vicherourien ar 15 (aloubet e voe ar Vodadenn vroadel) hag o moustrerezh. Ne felle ket dezhañ bezañ paket en ur brezel diabarzh.

Dipitet gant ar renadur republikan, diemglev gant tuadur sokial L'Ère nouvelle, e kuitaas skipailh ar gelaouenn d'an 2 a viz Gwengolo 1848 met kendelc'her a reas d'he skoazellañ.

Sevel a reas a-du gant dispac'h 1848 en Italia. Ne voe ket bamet gant lezenn Falloux diwar-benn frankiz an deskadurezh en eil derez bet votet d'ar 15 a viz Meurzh 1850. Ne oa ket trawalc'h evitañ.

Enep dilennadeg Louis-Napoléon Bonaparte prezidant ar Republik oa bet. Enep groñs taol-reveulzi an 2 a viz Kerzu 1851 e voe. Mont a rae an taol-nerzh-se enep ar pezh en doa difennet a-hed e vuhez. Kuitaat a reas neuze an dachenn bolitikel.

En em ouestlañ a reas betek fin e vuhez da zeskadurezh ar re yaouank e stern nevez lezenn Falloux. Asantiñ a reas bezañ rener Skolaj Tomaz Akwino e Oullins (ur savadur a zoug e anv eno) e-kichen Lyon e 1852 hag hini skol Sorèze e departamant an Tarn goude.

D'an 2 a viz C'hwevrer 1860 e voe dilennet gant 21 mouezh ezel eus an Akademiezh C'hall. E gador (niverenn 18) a oa a-raok hini ar c'hont Alexis de Tocqueville. E zegemer a voe un darvoud politikel ha mondian. Daoust d'e vennozhioù edo aze an Impalaerez Eugénie hag ar briñsez Mathilde.

Mont a reas da Anaon d' an 21 a viz Du 1861 e Sorèze. Beziet e voe eno.

Enorioù

kemmañ

Degemeret eo bet en Akademiezh C'hall (Académie Française) e 1860.

Un timbr a zo bet embannet gant Frañs da geñver kantvet deiz-ha-bloaz e varv e 1961.

Ur skol gatolik e 13vet arondisamant Marselha a zoug e anv, unan e 15vet arondisamant Pariz hag unan all e Neuville-Ferrain (departamant an Nord).

Oberennoù

kemmañ
  • Evit studiañ lizhiri Lacordaire :

- Correspondance. Tome I, 1816-1839 ; bodet gant Guy Bedouelle ha Christoph-Alois Martin, éditions du Cerf, Pariz ; éditions universitaires, Fribourg, 2001. (ISBN 2-204-06926-4) ; (ISBN 2-8271-0835-6) - Correspondance. Tome II, 1840-1846 ; établi par Guy Bedouelle et Christoph-Alois Martin, édditions du Cerf, Pariz ; éditions universitaires, Fribourg, 2007.

- Hag ouzhpenn Correspondance du R. P. Lacordaire et de Mme Swetchine, embannet gant ar c'hont de Falloux, Didier, Pariz, 1864.

Lacordaire, Montalembert : Correspondance inédite : 1830-1861 ; testennoù bodet, renket ha notennet gant Louis Le Guillou ; adwelet gant André Duval ; rakdsrid gant José Cabanis, éditions du Cerf, Pariz, 1989 (ISBN 2-204-02899-1)

Lettres du R. P. Lacordaire avec Mme la baronne de Prailly, Chocarne, embannadurioù Poussièlgue Frères, 1885.

  • Prezegennoù ha testennoù all :

An darn vrasañ eus e skridoù a zo en e oberennoù klok bet embannet e 1872. Gellout a reer lenn anezho en linenn war Gallica.

Hag ivez :

Sainte Marie-Madeleine, éditions du Cerf, Paris, 2005. (ISBN 2-204-07894-8)

Le Testament du P. Lacordaire publié par le comte de Montalembert, C. Douniol, Pariz, 1870.

Œuvres du R. P. Henri-Dominique Lacordaire, Poussielgue frères, Pariz, 1872. - 9 levrenn. Enno e kaver: Vie de saint Dominique. ; II. Conférences de Notre-Dame de Paris. T. I. Années 1835, 1836, 1843 ; III. Conférences de Notre-Dame de Paris. T. II. Années 1844, 1845 ; IV. Conférences de Notre-Dame de Paris. T. III. Années 1846, 1848 ; V. Conférences de Notre-Dame de Paris. T. IV. Années 1849, 1850 ; VI. Conférences de Notre-Dame de Paris et Conférences de Toulouse. T. V. Années 1851, 1854 ; VII. Œuvres philosophiques et politiques ; VIII. Notices et panégyriques ; IX. Mélanges

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 2