Henri Jean-Baptiste Grégoire (1750-1831), anavezet ivez evel abbé Grégoire, a oa ur beleg katolik gall ac'h eas a-du gant an Dispac'h Gall. Brudet eo abalamour da zaou dra: e metoù ar jakobined c'hall peogwir en doa stourmet evit reiñ ur statud d'ar yuzevien, hag e-touesk ar vrezhonegerien peogwir en doa embannet fraezh en doa c'hoant da zistruj yezhoù all ar stad c'hall.

Poltredet e 1801

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa d'ar 4 a viz Kerzu 1750 e Vého, nepell diouzh Lunéville, en Trois-Évêchés, a oa ur broviñs c'hall war harzoù dugelezh Loren. E dad, Sébastien Grégoire, a oa kemener, hag e vamm Marguerite Thiébaut, a oa troet gant ar relijion.

Kregiñ a reas da studiañ da 5 bloaz gant person e gêriadenn, ha hennezh a welas diouzhtu e oa ur bugel speredek. Pa n'hallas kelenn netra ken d'ar bugel e voe kaset Henri da gaout an Aotrou Cherrier, person ar barrez amezek, Emberménil, a oa stag Vého outi. Ha setu Henri, da 8 vloaz, krog da studiañ gant mibien uhelgargidi a oa e servij dug Loren, Stanislas Leszczyński, en oberennoù Jean Racine, Vergilius, hag ar Grammaire générale de Port-Royal.

Goude e voe kaset gant ar person-se da ober studioù da skolaj ar jezuisted da Nancy, adal 1763 betek 1768. Eno e teuas da vout kamarad d'ur c'helenner, an Aotrou de Solignac, bet sekretour gant Stanislas Leszczyński, ha hennezh a levezonas e skoliad o reiñ dezhañ da anaout mennozhioù ar Sklêrijennerien ha metoù an intelektualed lorenat. Eñvorennoù mat a zalc'has eus e studioù e ti ar jezuisted, goude ma rae ur rebech dezho:

  • « Studiañ a raen e ti Jezuisted Nancy e-lec'h ma ne gavis nemet skouerioù ha deskadurezh talvoudus […] Betek ar bez e talc'hin ur soñj doujus eus ma c'helennerien petra bennak ma ne garan ket spered ar gevredigezh ...

An Dispac'h

kemmañ

Er Vodadeg Bonreizhañ e c'houlennas diskar ar brientoù hag ar sklavelezh, hag ar voterezh evit an holl wazed.

Kannad

kemmañ
 
M. l'abbé Grégoire, curé d'Emberménil, député de Nancy à l'Assemblée nationale.
Estampe, BNF, Département des estampes, war-dro 1790-1792.

Dilennet de voe Grégoire evel kannad ar Gloer e pastell Nancy e 1789. Pa voe galvet ar gloer izel d'en em unaniñ gant an Trede-Stad.

Enep ar yezhoù : Universaliser l'usage de la langue française et éradiquer les langues dites régionales ou minoritaires

kemmañ

Adal an 13 a viz Eost 1790 ec'h aozas Grégoire un enklask a-bouez, hag eñ ezel eus Bodad ar Bonreizhañ, diwar-benn ar « patois et mœurs des gens de la campagne ».

Adal 1793, e-pad ar g-Convention, e voe oberiant e-barzh ar c'h-Comité d'instruction publique da stourm evit l'éradication ar patois.

Hollvedelaat ar galleg dre beurzistruj an trefoedajoù koulz ha yezhoù ar bihanniveroù (yideg, kreolegoù) eo dezhañ ar gwellañ doare da skignañ an anaoudegezhioù talvoudus, da stourm ouzh an treuzkredennoù,

En 1794, dirak ar g-Conventio e kinnigas Grégoire e « Rapport sur la Nécessité et les Moyens d'anéantir les Patois et d'universaliser l'Usage de la Langue française », anavezet evel Rapport Grégoire, ma skriv :

« […] on peut uniformiser le langage d’une grande nation […]. Cette entreprise qui ne fut pleinement exécutée chez aucun peuple, est digne du peuple français, qui centralise toutes les branches de l’organisation sociale et qui doit être jaloux de consacrer au plus tôt, dans une République une et indivisible, l’usage unique et invariable de la langue de la liberté.

Oberennoù

kemmañ
  • De la littérature des nègres, ou Recherches sur leurs facultés intellectuelles, leurs qualités morales et leur littérature (1808)
  • Histoire des sectes religieuses, depuis le commencement du siècle dernier jusqu'à l'époque actuelle (1810)
  • Essai historique sur les libertés de l'église gallicane (1818)
  • De l'influence du Christianisme sur la condition des femmes (1821)
  • Histoire des confesseurs des empereurs, des rois, et d'autres princes (1824)
  • Histoire du manage des primes en France (1826)
  • Mémoires (1837)

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Rita Hermont-Belot & Mona Ozouf : L'abbé Grégoire, la politique et la vérité, Seuil 2000 (ISBN 978-2-02-037492-7)
  • (en)Alyssa Goldstein Sepinwall : The Abbé Grégoire and the French Revolution: The Making of Modern Universalism, University of California Press, 2005 (ISBN 978-0-520-24180-0)
  • (en) Ruth F. Necheles : The Abbé Grégoire, 1787–1831: The Odyssey of an Egalitarian, Praeger, 1971 (ISBN 978-0-8371-3312-6)

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1