Henriette Bro-C'hall (1727-1752)
Henriette Bro-C'hall (1727-1752) a oa eil merc'h ar roue gall Loeiz XV, ha c'hoar gevell Elesbed Bro-C'hall (1727-1759).
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Henriette de France |
Anv-bihan | Anna |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | priñsez |
Deiziad ganedigezh | 14 Eos 1727 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Versailhez |
Deiziad ar marv | 10 C'hwe 1752 |
Lec'h ar marv | Kastell Versailhez |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Brec'h |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
Tad | Loeiz XV |
Mamm | Maria Leszczyńska |
Familh | Tiegezh Bourbon |
Paeron pe maeron | Louis Henri, Duke of Bourbon, Louise Anne de Bourbon |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | brientin, viol player |
Relijion | Iliz katolik roman |
Istor
kemmañEn 1725 e oa bet dimezet Loeiz XV gant e eontr, dug Bourbon, d'ar briñsez polonat harluet Maria Leszczyńska, 7 vloaz koshoc'h eget ar paotr nevez. Mall a oa reiñ un diskennad da skour gall an Tiegezh Bourbon, pa oa o vont da fall gant ar c'hleñvedoù ha gwallzarvoudoù entre 1711 ha 1714 ; ouzhpenn-se e oa c'hoant da virout ouzh kuruniñ dug Orlañs, a doujet gant dug Bourbon.
Goude an disparti
kemmañPa voe aet he c'hoar da Spagn e chomas Madame Henriette el lez, ma veze lavaret "Madame" anezhi. Ne zimezas ket.
Karantez
kemmañKarantez he dije bet ouzh he c'henderv, dug Chartres. Da gentañ ne enebas ket ar roue, met dre abegoù diplomatek e rankas o dispartiañ. Gant eured an daou genderv e vefe bet uhelaet re an dug, drouklaouen neuze roue Spagn, tostañ goudevezhour ar roue ma vije marvet an daofin Louis-Ferdinand de France (1729-1765) hep mab bev.